Fabrice Le Henanff er skolaj
Au sommet de l'horreur bureaucratique : la conférence qui a organisé l'holocauste....
https://www.casterman.com/Bande-dessinee/Catalogue/albums/wannsee
Dec'h 'oa deuet er skolaj Fabrice Le Henanff evit kinnig d'ar skolajidi 3de klas al levr savet gantañ. E miz Even 'oa bet embannet "Wannsee", bannoù-trest o kontañ istor ar guzuliadeg he deus ofisializet an "diskoulm diwezhañ" e 1942 e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Gallet o deus ar skolajidi sevel outañ goulennoù a-bep seurt pa ouier eo eñ en deus graet war-dro ar senario hag an tresañ.