Pol'Kas ha Red : Kanaouenn hor skolaj evit ar Redadeg
Votit evit kanaouenn ar skolioù hag ar skolajoù / liseoù !
Ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ e kemer perzh hor skolaj da
genstrivadeg kanaouenn ar skolioù ha skolajoù / liseoù evit ar
Redadeg hag a vo etre ar 17 hag ar 25 a viz Mae 2024. Ar pozioù hag an
ton a zo bet savet gant Marine Gloaguen hag ar sonerezh gant Gwenael
Goulène, tad a familh e 6ved ha soner a-vicher. Goude bezañ pleustret
hardizh e oa deuet Gwenael d'ar Meurzh 8 a viz Genver da enrolliñ
skolajidi ar 6ved klas evit fardañ ar vaketenn.
Abaoe ar 15 ha betek an 31 a viz Genver e c'heller votiñ war lec'hienn
ar Redadeg hag evit hor c'hanaouenn eo an niverenn 3 !
(http://www.ar-redadeg.bzh/fr
Neuze bec'h d'ar votadeg ! Grit bruderezh tro-dro deoc'h ! Trugarez vras deoc'h !
/image%2F1425692%2F20240118%2Fob_e76aee_photo-2024-01-18-13-46-42.jpg)
/image%2F1425692%2F20240118%2Fob_57ab5c_photo-2024-01-18-13-46-42-4.jpg)
/image%2F1425692%2F20240118%2Fob_f2cdae_photo-2024-01-18-13-46-42-3.jpg)
/image%2F1425692%2F20240118%2Fob_22bd06_photo-2024-01-18-13-46-42-2.jpg)
/image%2F1425692%2F20240118%2Fob_4f623d_photo-2024-01-18-13-46-42-1.jpg)