Troiad da gastell Suscinio
D'an 20 a viz Mezheven e oa bet holl skolajidi 5vet klas da gastell Suscinio lec'hiet e ledenez Rewiz. Ur veaj raktreset abaoe 3 bloaz e oa gant ar pal kejañ gant skolajidi Gwened ha Sant Ervlan : 111 skolajiad en holl !
Gellet o deus ar skolajidi heuliañ div stal paveziñ pe arkologiezh ha kemer perzh d'ur rallye natur tro dro d'ar c'hastell war 2 g/km bennak.
Siwazh n'hon eus ket bet amzer da weladenniñ ar c'hastell met marteze e roio c'hoant dezho distreiñ du-se gant o zud...
/image%2F1425692%2F20230713%2Fob_e0814b_1688714768190.jpg)
/image%2F1425692%2F20230713%2Fob_a87cb7_1688714762557.jpg)
/image%2F1425692%2F20230713%2Fob_df3e47_1688714765445.jpg)
/image%2F1425692%2F20230707%2Fob_76c1ec_01.jpg)