C'hoariva gant Lukas hag ar re 4re
"Ur raktres hon eus savet gant Marine er prantad brezhoneg ha gant Lukas komedian a-vicher." Youn ROQUAIS 4re Gwalarn
Ar c'hlasadoù pevare a sav pep a bezh-c'hoari da vezañ diskouezhet e c'hoariva Max Jacob e Kemper d'ar 17 a viz Even. Ar re Walarn a sav un arvest diwar-benn ur genstrivadeg etre buhez ar re gozh hag hini ar re yaouank. Pehini a vo ar gwellañ ? Deuit da welet hag e vo gouiet ! Hag ar re 4re Mervent diwar-benn ar rouedadoù sokial hag implij ar pellgomzerioù hezoug. Klasket o deus pell evit kavout an temoù ha labourat a reont kalz evit sevel ar pezh-c'hoari. Met a-benn ur miz emaint o vont da c'hoari dirak an dud. E-kerzh an abadenn e vo goulennet gant an arvesterien c'hoari. 48 krennard a labour hardizh evit kas ar pezh-c'hoari da benn vat, neuze deuit niverus !
Youn Roquais ha Laouen Tehery
/image%2F1425692%2F20210511%2Fob_a5f52f_lukaz-4re-3.jpg)
/image%2F1425692%2F20210511%2Fob_98ac3f_lukaz-4re-4.jpg)
/image%2F1425692%2F20210511%2Fob_3c49cd_lukaz-4re.jpg)
/image%2F1425692%2F20210511%2Fob_d81cef_lukaz.jpg)