Gweladenn lise Diwan Gwened
D'ar 5 ha d'ar 6 a viz Ebrel eo bet Naolin, Laouenna, Victor, Yuna ha Rose da weladenniñ lise Diwan Gwened asambles gant Bleuenn, kasourez ar skolaj.
Un tañva d'ar gwenedeg o deus bet dre c'hoarioù kaset gant kelennerien brezhoneg al lise. Ur valeadenn hir betek gourenez Konlev o deus graet.
Ha da noz e oa bet aozet ur filaj gant an eilvedidi : "C'hoari ar banniel".
D'ar merc'her mintin e oa ur gentel fizik hag ur prantad sport (melldroad ha tech).
Goude-merenn o deus kemeret-perzh er c'hoari "Klask ar roudenn" e kreiz-kêr Gwened. Siwazh e oa glav met bourrabl eo bet memestra!
Joa deoc'h!
/image%2F1425692%2F20220408%2Fob_b664db_20220406-152834.jpg)
/image%2F1425692%2F20220408%2Fob_d020f7_20220406-113329.jpg)
/image%2F1425692%2F20220408%2Fob_bc76ac_20220406-113327.jpg)
/image%2F1425692%2F20220408%2Fob_f3bab3_20220406-113319.jpg)
/image%2F1425692%2F20220408%2Fob_0ca085_20220406-072046.jpg)
/image%2F1425692%2F20220428%2Fob_fe8e03_foto.jpg)