Ur gwallzarvoud abalamour d'an amzer yen.
Tri miz astennet war ur gwele ospital, gwenn ar mogerioù ha den ebet ganin evit tremen an amzer, me ‘lâr deoc’h, n’eo ket brav ar vuhez bemdez.
Dihuniñ a raen bemdez tro-dro 9.30, debriñ an dijuni, gortoz kreisteiz, debriñ c’hoazh, ober ur c’houskig betek 5.00, gortoz debriñ koan ha kousket c’hoazh.
E-pad an amzer-se em eus bet amzer da soñjal ha merzet em eus em boa bet kalz a chañs memestra, ken buan e vijen bet azezet e-barzh ur gador-ruilh a-hed ma buhez, pe memes lazhet, ‘benn ar fin tri miz n’eo ket kalz tra.
Adalek bremañ e tiwallin muioc’h war an hent. Pa vez riellet an hentoù gwelloc’h chom er gêr eget kemer riskloù.