A thing of beauty is a joy for ever...
Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi
Sonerezh « listenn Shindler »
Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an dud all. Penn-kentañ « harzadeg ar Yuzevien » eo. Kenderc’hel a ra kreñvoc’h c’hoazh ar sonerezh. Gwelout a ran an dristidigezh a zo en dud, rak bremañ ez eo miliadoù a Yuzevien a vez harzet. Tristidigezh ar familhoù dispartiet. Laouenoc’h ha dousikoc’h e kendalc’h ar sonerezh evel pa welje an dud ez eo kreñvoc’h ar vuhez eget an euzh...
Fotoioù Dasha Denyer
Evidon ez eo ar gened fotoioù Dasha Denyer, al luc’hskeudennerez rusian, anvet Onixa war internet, fotoioù bleunioù kemeret a dost, « macro » evel ma vez anvet gant al luc’hskeudennerien. Plijout a ra din peogwir eo brav-eston ar fotoioù, kemeret int mat, brav-tre eo al livioù, hag addizoloet e vez alies ar bleunioù pa vezont gwelet a gen tost.
Ar C’honnemara
E foñs ar selledva, n’eus forzh pezeurt tu e vez sellet, ez eus menezioù. Menezioù kozh int ha bihan ouzhpenn, torgennoù bras, orañjez, glas, gris ha gwenn. Ar geot er plaenennoù a zo orañjez, glas, hir ha fin. A-wechoù e vez pakadoù taouarc’h, didroc’het a skouergornegoù ha renket pe o sec’hiñ en heol. Ar reier war bord an hent a vez a-wechoù bras-kenañ. Da’m soñj int kouezhet diouzh ar menezioù. Dour a zo e-leizh ivez. A-wechoù en em gaver gant inizi bihan hag elerc’h heñvel-mik ouzh bugale Lir...
Nozvezhioù e kambr ar stered
A-wechoù hor bez ar chañs da welet stered-dared. Burzhudus eo. Evel ur gemennadenn o tont a-berzh tud all, pell ac’hann. Neuze e lavaran da’m breur sellout, ha chom a reomp da c’hortoz ar stered-dared en ur gomz.
En hunva emañ va gwele stok ouzh ar voger hag ar prenestr just a-us. Neuze en nozioù digoumoul e kouskan ar penn er stered !
Stad Barcelona
N’eo ket nemet ur savadur da verniañ tud. Muioc’h eget se eo, evel degemeret e-barzh ez out, sachet out betek ar gouloù hag an trouz. Hag erruet e penn eo sachet da selloù war-zu ur seurt skouergorneg glas-sklaer ha splann, an dachenn.
Chaosonoù koroll
Ar chaosonoù-se a ro ar santimant da vezañ skañv.
Ijinet int bet evit ar c’horolloù romantel. Evel m’am eus lavaret un tammig a-raok ez eo kaer-meurbet ar chaosonoù-se gant ar satin roz-sklaer pe ruz-flamm a-wechoù.
Kenedus int muioc’h c’hoazh ur wech lakaet e treid an dañserien ha dañset e vez ganto evel pa vefe aes-kenañ ha skañv-tre.