En endervezh-mañ e oa bodet kantadoù a dud war Leurgêr an Arouezva e Douarnenez evit kimiadiñ diouzh Pascal. Dindan an hinon e oa bet staliet an arched er-maez e skeud gwez meurdezus liorzh klok Pierre Boccou. Tud en o c'hoazez el liorzh ha tud niverusoc'h en o sav war ar blasenn. Tro-ha-tro kanaouennoù fromus, e brezhoneg, e galisianeg, e galleg. Sonerezh Breizh, Iwerzhon, fañfar à bout de souffle, ul laz-kanañ.  Mona o kanañ "plac'h Landelo", Elsa dreist he c'han, Skolvan, Fañch Landreau, biniaouer Carcassonne...Testenioù gwirion ha fromus a-berzh Emglev Bro-Douarnenez, Monique Provost bet Maerez, aozadur ar besketaerien,  ar G.R.I.L., keneiled festoù, mignoned a g-Carcassonne, tud yaouank e familh, Diwan/ar Redadeg. Evit unaniñ an holl er memes lusk a eñvor vev ez eus bet dañset ur pezh gavotenn kaset en-dro gant Youenn Bihan ha Padrig Molard. Emañ hor mignon o repoz e bered kaer Treboul e-tal ar mor. Ra vezo skañv douar Breizh war e relegoù !

 

Prezegennig en anv Diwan hag ar Redadeg :

 

 

Pascal, kenavo !

 

Eizhtez 'zo e oas ganeomp e Ti ar Vro Karaez en emvod ar Redadeg, goude bezañ bet diouzh ar mintin e emvod Ofis ar brezhoneg...ha war da hent war-zu nozvezh ar gavotenn e Poullaouen, a-barzh mont en deiz war-lerc'h da Santez-Anna ar Palud...

 

Stourmer war bep tachenn, lañsus ha diziskuizh, a ouie liammañ yezh ha sevenadur, stourm ha plijadur.

 

Ur blijadur eo bet rannañ ganit mareoù emvodoù, gouelioù, frapadoù skoazell, dilojañ, adkempenn, charreat arrebeuri, gweleoù ha me 'oar-me, e Skolaj Diwan Kemper ma 'z out bet ezel eus ar c'huzul-merañ ha sikourer prest ingal da gregiñ e-barzh. Krediñ stourm en unaniezh ha gant fiziañs, an dra-se a drec'he war meur a hini eus ar skoilhoù niverus a veze war hon hent. En hon touez e oa heverk aozadur mat ha kenskoazell Douarneneziz, boas da labourat a-stroll.

 

Ar memes skoazell hon eus kavet en darempredoù ganit e diabarzh ar Redadeg, un avañtur un tamm foll a oa bet roet lañs dezhi war skouer Euskariz daou vloaz 'zo. Plijadur hon eus bet oc'h ober hent asambles, o lodenniñ karr da vont d'an emvodoù, gant Loig Jadé e vezemp alies, ha berr e veze kavet an hent gant ar gaoz o vont en-dro. Ur sell lemm, prim ha skiantek az poa war ar c'hudennoù da ziluziañ ha savboentoù start pa veze ret. En aozadur kreiz ar Redadeg, e karg ma oas eus al lodenn a Gonforzh da Gastellin ar wech-mañ, az peus degaset ul lodenn a bouez ha dreist-holl sebezet an holl gant al labour vat graet war an dachenn. Gwerzhañ kilometroù, kavout tud nevez prest da vont da zisplegañ an traoù d'an dud d'o zro, gwerzhañ Tshirtoù, sevel ur follenn bruderezh lec'hel cheuc'h ha brav, an holl draoù a seblante dont aes da vad ganit. A-benn e teues da welet an traoù war an tu mat ha kaeroc'h 'zo da reiñ ar fiziañs-se d'ar re all.  Tregerniñ a ra c'hoazh en hon eñvor tremen ar Redadeg dre greiz kêr Douarnenez, an entan, ar birvilh, an huchal er mikro, ar c'han hag an diskan, ar gavotenn war an hent gant da genseurt Gwennole. Engouestlañ, reiñ forzh pegement a ouies !

 

Evit kement-se holl, evit bezañ gouestlet da vuhez da reiñ buhez d'ur yezh ha d'ur sevenadur poblek a zo hon re, evit bezañ roet kalon ha fiziañs d'an dud ac'h eus karet kement, ra vi trugarekaet amañ e-touez da holl vignoned.

 

Chom a raio enlouc'het don ar roudoù ac'hanout en hor c'halonoù !

 

Pascal, kenavo !

 

 

Degemer