Kod kouerien ar pevarzek parrez
1) Dileuriet e vo gant ar pevarzek parrez-mañ, unanet-holl evit frankiz ar broviñs, c'hwec'h eus o zud uhelañ da vont da zalc'h a zeu Stadoù Breizh evit displegañ abegoù o emsavadeg. Ar re-mañ a vo digollet gant o c’humuniezhioù a bourchaso dezho pep a voned hag a rokedenn ruz, ur bragoù glas hag ar peurrest eus an dilhad a zere ouzh o renk.
2) Annezidi ar parrezioù unanet a zilezo o armoù hag a baouezo gant an emgannoù betek Gouel Mikael a zeu dre ur c'hras ispisial graet d'an dudjentil a ranko mont ar buanañ ar gwellañ en o ziez war ar maez, anez-se e vo tennet ar c'hras-mañ diganto.
3) Difennet e vo seniñ ar c'hloc'h-galv ha bodañ tud armet hep asant an holl dindan boan da vezañ krouget ouzh tour an iliz ha d'an emsavidi da vezañ holl fuzuilhet.
4) Torret e vo gwirioù deog ar c'hamparz hag an anerioù dleet d’an dudjentil evel gwallerezh ouzh frankiz Arvorig.
5) Evit kadarnaat ar peoc'h hag an emglev etre an dudjentil ha tud vat ar parrezioù-mañ e vo graet euredoù etrezo, en doare ma vo dibabet gant ar merc'hed a orin nobl gwazed e-touez ar bobl, ma vo graet noblidi eus o bugale ha ma vo rannet madoù an herezh etrezo.
6) Difennet ez eus groñs, dindan boan a vezañ toullgofet a daolioù forc'h,
reiñ bod d'ar gabell ha d'he bugale, reiñ dezho da evañ na da zebriñ nag aezamant all ebet hag en-enep dindan an hevelep poan ez eus gourc'hemennet tennañ warni evel war ur c'hi klañv.
7) Ne vo savet evel gwirioù nemet 5 lur dre varrikennad gwin ha tri lur evit ar gwin eus ar vro war an diviz ma ne c’hello ostizien ha tavarnourien gwerzhañ nemet e pemp gwenneg hag e tri gwenneg ar pintad gwin eus ar vro.
8) Implijet e vo arc'hant ar mogoù kozh da brenañ butun a vo ingalet gant ar bara benniget en oferenn evit ma vo laouen ar barrezianiz.
9) Ar bersoned hag ar veleien a vo roet leve dezho evit servij o farrezioù, kuit a wir da c'houlenn an deog na gopr all ebet evit o c'hargoù a velegiezh.
10) Rentet e vo ar justis gant tud gouest d'en ober dibabet a-douez an dud vat
hag a vo gopret koulz hag o greferien ha na c’hallint goulenn a c’hoproù all digant o c’hevrennoù dindan boan a vezañ kastizet a gorf ; kasaet e vo ar paper-timbr ganto hag o bugale, ma vo adskrivet war baper all kement akt bet skrivet war baper-timbr, ouzhpenn-se e vo devet an aktoù-se evit ma vo kollet an eñvor anezho.
11) Ne vo difennet ouzh den chaseal adalek ar c’hentañ a viz Here betek ar c’hentañ a viz Meurzh, peurzispennet e vo ar c’houldrioù hag aotre a vo da dennañ war ar pichoned gouez.
12) Aotreet e vezo mont e n'eus forzh peseurt milin ha ret e vo d'ar vilinerien rentañ kement a vleud hag a bouez gwinizh.
13) Ret e vo da gêr-Gemper ha d'ar c'hêrioù tro-war-dro asantiñ dre nerzh an armoù d'ar reolennoù-mañ ha kadarnaat anezho, dindan boan da vezañ diskleriet enebourien ouzh frankiz Arvorig ha kastizet o annezidi e pe lec'h bennak ma vint kavet ; hag arabat kas bevañs na marc'hadourezh dezho betek m'o devo asantet dindan boan a DORREBENN.
14) Lennet hag embannet e vo ar reolennoù-mañ e prezegoù an oferennoù-bred ha war holl groashentoù ar parrezioù, skritellet e vint ouzh ar c'hroazioù tostañ.
TORREBENN hag an annezidi,
miz Mezheven 1675.
(troidigezh graet gant skolajidi 4re Skolaj Diwan Jakez Riou dindan renerezh o c’helenner brezhoneg.)