Digwener, 22 a viz Kerzu, e oa bet aozet gouel Nedeleg ar skolaj. Al lodenn gentañ anezhañ a oa ur pezh c'hoariet gant studierien Kelenn "Diskouezadeg Landouzan" lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella diwar ur gontadenn c'hallek gant Tangi Malmanche. Kalz a blijadur o deus bet an arvesterien rak deuet brav eo ar c'hoari gant an aktourien.
En eil lodenn e oa bet kan, sonerezh, c'hoariva diwar rimadelloù ha filmoù savet er skolaj bannet ouzh ur skramm. Donezonoù liesseurt ha labour gant ar gelennerien hag ar gasourien o doa heñchet ar skolidi. Dont a ra maout ar c'hemer perzh moarvat gant bugale an daou 6vet klas ! Trugarez d'an holl !
Degemer