D’ar Meurzh 11 a viz Mezheven, eo bet pedet skipailh a-bezh ar skolaj da veajiñ en amzer da vare pred kreisteiz. A-drugarez d’hor c’heginer Jacques hon eus tañvaet meuzioù evel pa vefemp er 1añ kantved e Roma : fardet en deus deomp boued o heuliañ sekredoù-kegin Apicius (ur c’heginer brudet evit e guriusted o kinnig d’ar Romaned meuzioù nevesoc’h-nevesañ). Ur mennozh dic’hortoz hag ankenius ivez ! Penaos vo degemeret ar blazioù iskis ? Met en un doare burzhudus ‘oa laouen an dud !

Er bloaz-mañ e oa diheverz ar c’hinkladurioù o c’hortoz barnedigezh ar skolajidi hag an dud deuet. Trugarez d’ar re 3de latin o deus prientet un nebeud skritelloù evit ar sal-debriñ.

In cena erant (da zebriñ ‘oa) :

 

20130611 125204[1]

 Ova cocta cum pinearum nucleorum iure
(vioù poazh-kalet gant lipig-pignon)

 

20130611 125214[1]

 Sardinae cum coriandro
(sardin gant koriandrez)

 

20130611 125353[1]

 Gallina Africana fricta cum ficis et carotae cuminatae
(klujar-Spagn rostet gant fiez ha karotez gant koumin)

 

20130611 125415[1]

 

Trugarez da Gatalin ha d'al latinegourien o deus empennet ar pred mat ha dic'hortoz-se hag evel-just da Jacques ha da implijidi ar gegin o deus aozet anezhañ !

 

Pedet e oa bet Penhars Info da zebriñ merenn ganeomp ha kavet en deus mat e voued :

 

http://www.penhars-infos.com/article-cena-romana-repas-romain-au-college-diwan-118439762.html  

Degemer