Breizh en Eurovision !!!
Er bloaz-mañ e vo ar strollad Alvan hag Ahez, ur strollad rock-elektro, oc'h en em ginnig evit kemer perzh en Eurovision e anv bro C'hall gant ar ganaouenn Fulenn.
E brezhoneg penn-da-benn eo bet skrivet ar ganaouenn gant Marine Lavigne, bet skolajiadez e Skolaj Diwan Jakez Riou un nebeud bloavezhioù zo asambles gant Sterenn Gwilhoù.
War al leurenn e vo gwelet ivez Sterenn Diridolloù, bet liseadez e Diwan Karaez.
Abadenn Eurovision Bro C'hall war-eeun warc'hoazh (05/03) adalek 9e05 war France 2.
Votit evit Fulenn !!!!
/image%2F1425692%2F20220304%2Fob_c7c9bc_fulenn-eurovision.jpg)
/https%3A%2F%2Fi.ytimg.com%2Fvi%2FJE9jkRi5yLQ%2Fhqdefault.jpg)