Filmoù advouezhet
Dimeurzh 'oa bet kaset ar skolajidi e sal an Dachenn wenn 'ba Penharz evit sellet ouzh filmoù advouezhet gant Dizale. Un doare all da glevet brezhoneg livet brav!
Ar re 4re ha 3de o deus sellet eus un anime japanat anvet "Da anv" (Your name), un istor skiant faltazi savet gant Makoto Shinkai. Istor ur plac'h o veviñ war ar maez oc'h eskemm korf gant ur c'hrennard o veviñ 'ba meurgêr Tokyo.
Sellet o deus ar re 6ved ha 5ved ouzh "Ebrel hag ar bed kemmet" savet gant Ekinci ha Desmares diwar tresadennoù Jaques Tardi. Istor ur plac'hig o klask kompren abalamour da betra e ya an holl skiantourien diwar-wel.
/image%2F1425692%2F20200212%2Fob_92a2b5_20200211-130313.jpg)
/image%2F1425692%2F20200212%2Fob_f1f7e5_20200211-130339.jpg)