Prizioù filmoù chakod
Dec'h da noz 'oa an abadenn prizioù : ar Chakod noz !
Diwar ar 45 film 'oa bet dalc'het gant ur juri an 18 gwellañ. An holl arvestourien o deus gellet votiñ.
Ha setu an disoc'hoù evit hor skolaj :
Priz "doujañ d'an tem" : priz kentañ evit "ar vi hag ar yar"
Priz ar brezhoneg : 3de renk evit "ar vi hag ar yar"
Priz ar fent : Eil renk evit "ar vi hag ar yar"
Gourc'hemennoù d'ar re aet ar "sardinenn aour" ganto : Ar jiboez.
Trugarez c'hoazh d'ar re o deus sikouret evit kas da benn ar raktres ! Manon Renault, Simon Feray, Marine Gloaguen, Yannig Laporte... ha Ti ar Vro Kemper, Daoulagad Breizh, Emglev Bro Douarnenez.
Ha gourc'hemennoù d'an holl skolajidi o deus kemeret perzh ! ha dreist-holl aktour pennañ "ar vi hag ar yar" : Youenn.