3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
Brudet-tre eo an arzour Christo e anv, ha boas e vez da bakadiñ a bep seurt lec'hioù ha savadurioù er bed. Er mare-mañ e kinnig un oberenn nevez e lenn Iseo en Italia, ha niverus-tre eo an arvesterien.
Da echuiñ gant ar bloavezh-skol ha gant o bloavezhioù er skolaj e oa bet lakaet an dredeidi da bakadiñ o c'hadorioù. Un oberenn e teir ment neuze, ha savet er-maez, evel un delwenn pe ur staliadur.
Digarez neuze da labourat war meur a dra : petra a bakader er vuhez pemdez? Profoù, met ivez traoù a fell deomp mirout kempenn. Petra eo perzh ar pakad ? Gwareziñ, met ivez kuzhat ha lakaat splann war-wel war un dro. Ranket o doa ar skolajidi kemer e kont perzhioù fizikel ar c'hadorioù ivez : c'hoarvezout a ra e teufe ur soñj deomp, met goude-se e rankomp gwelout ha posupl eo da sevel e gwirionez.
Chomet e oa an oberennoù war ar porzh da-geñver gouel ar skolaj.
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_db41d7_img-2023.jpg)
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_b02f0d_img-2024.jpg)
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_107a91_img-2028.jpg)
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_5dc8c3_img-2029.jpg)
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_14a005_img-2030.jpg)
/image%2F1425692%2F20160705%2Fob_05525b_img-2031.jpg)