Dilojañ an hunva
Disadorn paseet 'oa bet dilojet hunva ar skolaj. Kuitaat 'reomp Plogastell Sant Jermen evit en em gavout en Enez Tudi. Brasoc'h eo an ti, muioc'h a blas 'vo evit ar skolajidi. N'eo ket ul leti 5 steredenn met brav eston eo ar gwel war ar mor memestra !
Trugarez vras d'ar gerent ha skolajidi oa deuet da sikour evit an dilojañ; labour zo bet!!
Kroget eo mat ar c'henlabour nevez gant ar gevredigezh perc'hen war an ti: Berry Tudy.