Stummadur d'ar jestroù saveteiñ
An holl dredeidi a zo bet o heuliañ ur frapad kentañ sikour.
Ne oa ket ar PSC1 met ur stummadur a-bouez memestra, enni ar jestroù saveteiñ retañ, hag anvet alese "Les gestes qui sauvent".
E-pad teir eurvezh eo bet ar skolajidi, dre strolladoù 10, o teskiñ gervel ar bomperien en ur mod efedus, lakaat unan bennak diemskiant e giz m'eo dleet (PLS), ober ul leuñvad kalon, pe c'hoazh implij un difibrilator.
Ar stummadur a zo bet kinniget e brezhoneg hag e galleg gant Olivier Meston, paotr an tan a vicher e Montroulez.