Flamm e oa leurenn an Dachenn Wenn dimeurzh goude-merenn !
Da geñver raktres Leurenn Flamm, un emglev etre La Obra, Kevredigezh C'hoariva hag hor skolaj, ez eus bet kinniget gant an daou glasad pevare un arvest kaer war al leurenn. A-drugarez da Mona Caroff, komedianez a-vicher, deuet da ginnig atalieroù tro bed ar c'hoariva, o deus bet ar skolajidi/adezed tro da ober anaoudegezh gant c'hoari ar c'horf hag ar vouezh. Ar re 4re Mervent o deus kinniget ur pezh-c'hoari troet e brezhoneg gant Bob Simon, "Al Laz-kanañ", asasaet gant Mona ha Marine. Ar re 4re Gwalarn o deus kinniget 6 sketch tro ar bed niverel, ar skrammoù hag ar rouedadoù sokial, hag ivez diwar-benn an enkadenn yec'hed (pellabour - skol er gêr hag ar maskloù). Daou anezho a zo bet skrivet gant div skolajiadez, ar re all gant Marine diwar mennozhioù ganet da vare ar prantadoù gant Mona. Da vare "Ma C'haezhig", ur ganaouenn gant Soprano ( "Mon Précieux") troet e brezhoneg gant Marine, en em gave an holl re yaouank asambles war al leurenn.
Berzh o deus graet avat ! Na pegen brav e oant ! A-drugarez d'ul labour sirius ha d'un dro-spered a-feson, o deus lakaet ar skolajidi/adezed an arvesterien da c'hoarzhin ha da gaout plijadur o sellout outo ! Trugarez vras da v/ Mona evit he labour hag he startijenn, d'an holl re o deus kenlabouret pe sikouret ganeomp poent pe boent, ha dreist-holl, trugarez ha gourc'hemennoù d'an holl bevareidi !!!
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_f8a031_20220621-135448.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_4ff9d4_20220621-134018.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_1435de_20220621-134356.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_2bd977_20220621-134359.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_014f41_20220621-134454.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_5e04a1_20220621-134955.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_298671_20220621-135414.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_74ed97_20220621-135943.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_21abf7_20220621-140322.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_a8eee9_20220621-140526.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_121a5d_20220621-140941.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_b2d1c9_20220621-140946.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_09f388_20220621-140952.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_bbf0ed_20220621-141246.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_97f0db_20220621-141256.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_7c44c6_20220621-141625.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_aa26b3_20220621-141806.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_3dcd9b_20220621-141846.jpg)
/image%2F1425692%2F20220623%2Fob_eb503b_20220621-134013.jpg)