A-boan krog an hañv hag aet kuit hor skolajidi hag hor c'helennerien ma krog an distruj. Gouleier neon dindan ar bratell ar wech-mañ ! E-lec'h tevel ez embannomp ! Betek pelec'h e vint laosket da vont ?
Krog eo ar c'hluboù. Pelloc'h emañ ar sport gant Gaëlle ha Sulian, ar c'hoariva gant Marie, ar yoga gant Manu Méhu, seniñ gant ar vombard gant Maela, ar sinema gant Katalin. Plijadur ha brezhoneg a-unan ! Sportourion ha sportourezed... C'hwezhañ er beuz...
Gortoz pell, gortoz gwell ! Keid-all 'zo e oa bet anv a staliañ ur banell. Ma ! Graet eo abaoe ar mintin-mañ. Trugarez da Glaod en deus staliet anezhi ha trugarez d'an arzour, hor mignon Owen Poho, en deus savet al logo !
Merenn gouel a oa dec'h evit hor brezhonegerien galonekañ e preti ar Petit Gaveau e kreiz-kêr Kemper. Ambrouget gant Kristell ha Jérémie o deus bet plijadur un droiad e kreiz-kêr hag ur pred mat asambles. Gourc'hemennoù !
Aked ! Plijadur ar c'hlask ! Troet war-zu ar pal ! Heñchet gant liseidi o deus ar skolajidi graet anaoudegezh gant al lise, ar c’hambreier, ur gentel taol-arnod SVD, an LPS (Labourioù Personel Sterniet) er 1añ klas diouzh ar mintin. Fañch
Amañ dindan ar pennad bet embannet dilun gant an Télégramme e pajenn Kemper. Trugarez da Delphine Tanguy !
GOURC'HEMENNOÙ DEOC'H-HOLL !
Lakaat plijadur ha brezhoneg da vont a-unan. Setu ar pezh emañ ar skolajidi ha Sulian oc'h ober. Gourc'hemennoù !
Mestr ha deskard a-zevri outi ! Ur sell hiziv war ur pleustrad micher divoutin. Abel, akordeonour ampart, e ti Thierry Beuze, ludaouer, oberour akordeonoù. Plijadur o rannañ ar memes entan ! O toullañ hent ur c'halvidigezh ? Gant entan hag amzer A-benn...
Dorioù digor ar skolaj
Plijadur o vrezhonegañ gant hor skolajidi (skeudenn Eil derez Diwan) Olier ar Mogn, Rener skiantel Ofis ar Brezhoneg, Lena Louarn, Besprezidantez ar C'huzul-Rannvro e karg a yezhoù Breizh, Dominig Rozeg, Renerez Skolaj Diwan Bro-Dreger.
E 5vet klas e labourer war dodenn ar faltazi. Goude kinnig Ganedigezh Gwener gant Botticelli (livet e 1485) e oa dav d'ar skolajidi kinnig o doare da welout ganedigezh an doueez. Unan eus livadurioù bravañ ar bed eo. Degaset ez eus bet kemmoù ha deuet...
Ur c'haer a bennad a oa bet skrivet gant Ronan Larvor en Télégramme pa oa deuet ar vreudeur Morvan d'ar skolaj. Gant aotre ar c'helaouenner, trugarez dezhañ, ez embannomp ar skeudenn gaer a oa gant ar pennad gallek "filozofiezh ar c'hasketennoù".
Daoust d'an amzer fall e c'hell skolajidi tañva tammoù mareoù distignañ war ar porzh. Amañ ez eo kaset ar c'hoari gant Gael, ha plijadur a zo, 'toare ! War-c'hed eus un dra nij dianav deuet eus an neñv...
Hor youl hag hor ger-stur ez eo ! Un doare arzel anezhañ a zo bet graet gant merc'hed trede. Diwar o intrudu, graet ganto ha graet brav ganto ! Gourc'hemennoù dezho !
100 % - GOURC'HEMENNOU D'AN HOLL !!!
Ur programm istor ha douaroniezh Breizh evit hor skolajoù a zo bet savet gant kelennerien istor ha douaroniezh Diwan. Un alberz eus an anaoudegezhioù diazez ma vo goulennet hor skolajidi diwar o fenn gant ar spisverkoù istor amañ da heul :
Teir skeudenn chomet a ziwar-lerc'h disparti Euskariz Arrasate. Ur strollad mignonezed straed an dudjentil, ma ne fazier ker, hag ur strollad mignoned war leurgêr Sant-Kaourantin. Trugarez da Jeanne.
Ur pennad a-zoare gant an Télégramme diwar-benn hor c'hevelerezh gant Daoulagad Breizh hag an departamant. Poent deomp kaout ur gazetenn bemdeziek e brezhoneg !
Akuit gant ar birilig... Kement ha boulc'hañ mat an dorzh e oa bet aozet c'hoarioù korf ha c'hoarioù spered evit ar skolajidi da zevezh kentañ distro-skol an holl, diriaou. Ober anaoudegezh ha kaout plijadur e brezhoneg... Ha tro d'ar gordenn...
Ur pred plijadur a zo bet er C'heili a-barzh kimiadiñ. E brezhoneg, imoret mat an dud, eo bet an dibab eus hor brezhonegerien yaouank o tebriñ asambles. Ambrouget e oant gant Marine ha Gwenael. Merenn vat ra vezo ! Sirius ha kreizennet !
listes 25/25 degemeret. Gourc'hemennoù ! Gant 5 meneg mat a-walc'h, 14 meneg mat ha 4 meneg mat-tre, mar plij ! Vakañsoù mat !
Deiziadur DIWAN 2011 10 € an tamm. Ar pezh a vo ur c’hounidigezh a 5 € evit raktresoù ar skolaj. Tu vo deoc’h urzhiañ an deiziadurioù digant sekretourva ar skolaj, paeamant dre chekenn da : Kuzul-Skoazell Skolaj Diwan.
Keloù gant Ninnog eus beaj Chester. Tremen a ra mat ha brezhoneg a zo gant an dud ! + saozneg dre soubidigezh, anat deoc'h !
Gwez-kelenn Barnet int bet hep prosez, - diskaret Ha taolet d'al lastez. Diwriziennet un arouez, Digenvesoc'h hor pemdez ! P.H.