Disoc'hoù ar Breved hon eus bet hiziv. War an 48 skolajiad o deus tremenet an arnodennoù : - 10 a zo degemeret gant meneg mat-tre ; - 14 a zo degemeret gant meneg mat ; - 14 a zo degemeret gant meneg mat a-walc'h ; - 5 a zo degemeret.
Da gentañ ez eus bet merzhet un dra bennak e dibenn ar bloavezhioù dek ha tri-ugent. Tonket e oa ar brezhoneg da vervel, dilezet tamm-ha-tamm ha kemeret e blas gant ar galleg. E giz-se e voe gane...
L'EHPAD Les Bruyères au bourg de Penhars En 2021, les personnes âgées des EHPAD les Bruyères et les Magnolias s'installeront dans un établissement tout neuf qui va être construit sur le site ...
Kemer ‘n eus perzh ar skolajidi e kenstrivadeg Kan ar Bobl disadorn ! Kanet o deus brav ha dibabet int bet evit kemer perzh en abadenn a zeu hag a vo e Pondi.
Kemeret eo bet hiziv ur foto war ar porzh gant ar skolajidi hag izili ar skipailh gwisket e roz evit Here Roz. Pal Here Roz 'zo lakaat war wel krign-bev ar vronn. Aozet eo bet diwar goulenn ar skolajidi.
Dimeurzh noz o deus dizoloet ar c'hwevedidi an oaled. C'hoariet o deus babyfoot, ping pong ha c'hoarioù kevredigezh en un dizoloiñ an oaled hag e vont-en-dro. Laouen-tre int bet ha startijenn a oa ganto evit kregiñ o bloavezh kentañ er skolaj.
Deuit niverus ! 😄
Startijenn - Pakit holl !
Ar re bempet glas a oa bet o sevel ur gontadenn nevez, unan skrijus diwar-benn an Ankoù ! Kontet o doa anezhi ouzh ar mikro, ha frammet e oa bet goude-se. Skignet gant Radio Kerne a-barzh ar fin ! En abadenn Deomp Dezhi ar 25 a viz Meurzh da 1e goude...
Trugarez da Wenole Bihannig en deus kaset deomp ar c'hlip a zo bet savet gant c'hwec'hveidi ar Releg. Gourc'hemennoù dezho ! http://www.youtube.com/watch?v=38p-xqtDMyg
Emañ Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper o klask war-lerc'h : - Ur c'helenner/gelennerez teknologiezh : 10.5 eurvezh e-doug ar bloavezh-skol Trugarez da vont e darempred gant : Skolaj Diwan Jakez Riou skolajdiwanjakezriou@orange.fr 02 98 95 57 24
Keloù a zo bet gant Ninnog dre bellgomz bremaik. Warc'hoazh vintin etre 9 eur ha 9 eur hanter e tlefe ar c'harrad-boutin degouezhout er skolaj. Mat an traoù ganto.
an taol-lagad Al liamm a zo gant lec'hienn an taol-lagad. Dibabit e-barzh AUTRES EDITIONS>Edition du 02-09 en replay
EVIT KERENT AR 5VET KLAS Keloù a zo bet dre bellgomz gant Ninnog pa oa war ar vag. Tremen a ra mat pep tra. Ken ar c'hentañ keloù !
EMAOMP O KLASK WAR-LERC'H UR GASOUREZ, 30 EURVEZH AR SIZHUN, EVIT AR BLOAVEZH-SKOL-MAÑ. DONT E DAREMPRED GANT AR SKOLAJ AR BUANAÑ AR GWELLAÑ !
Ezhomm ez eus eus ur c'helenner pe ur gelennerez teknologiezh evit Skolaj Diwan Jakez Riou. 10,5/18 eurvezh ar sizhun. Dont e darempred gant Diwan Landerne, pe gant ar skolaj war-eeun, ar buanañ ar gwellañ !
Keloù bet hiziv gant Ninnog e-kreiz an deiz. Goude bezañ gweladennet Stratford upon Avon emañ ar strollad o vont da bennadiñ hent an distro. Moarvat e vint e koulz warc'hoazh vintin en emgav e-tro nav eur ha kard war barklec'h Carrefour. Kelaouet e voc'h...
Dec'h da 8 eur noz kemennadenn dre bellgomz gant Ninnog evit lavarout e tremen mat ar veaj.
Dec'h e oa bet hor skolajidi a 4re Melen da ganañ ha da zañsal en Dachenn Wenn er c'harter, amañ e Penharz, da-geñver an oberoù kaset da benn evit brudañ ar stourmadeg ouzh krign-bev ar vronn.