Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Les articles "buhez ar skolaj"

BREZHONEG, YEZH AR SKOLAJ !

Buhez ar skolaj


BREZHONEG, YEZH AR SKOLAJ !

2845

Hor youl hag hor ger-stur ez eo ! Un doare arzel anezhañ a zo bet graet gant merc'hed trede. Diwar o intrudu, graet ganto ha graet brav ganto ! Gourc'hemennoù dezho !

AR BLOAVEZH-SKOL EN HENT

Buhez ar skolaj


AR BLOAVEZH-SKOL EN HENT

2602

En em staliañ a ra ar bloavezh-skol en un doare un tamm ispisial ar bloaz-mañ. Labourioù o kenderc'hel war-dro tour ar saverez hag ar sal-glas ma tegouezh en estaj. Privezioù da c'hortoz war ar porzh, pa'z eo bet pilet ar re gozh a-raok...

O KLASK WAR-LERC'H UR GASOUREZ

Buhez ar skolaj


O KLASK WAR-LERC'H UR GASOUREZ

2532

EMAOMP O KLASK WAR-LERC'H UR GASOUREZ, 30 EURVEZH AR SIZHUN, EVIT AR BLOAVEZH-SKOL-MAÑ. DONT E DAREMPRED GANT AR SKOLAJ AR BUANAÑ AR GWELLAÑ !

KLASK WAR UR C'HELENNER TEKNOLOGIEZH

Buhez ar skolaj


KLASK WAR UR C'HELENNER TEKNOLOGIEZH

2436

Ezhomm ez eus eus ur c'helenner pe ur gelennerez teknologiezh evit Skolaj Diwan Jakez Riou. 10,5/18 eurvezh ar sizhun. Dont e darempred gant Diwan Landerne, pe gant ar skolaj war-eeun, ar buanañ ar gwellañ !

DRAILH HA LAEROÑSI ER SKOLAJ !

Buhez ar skolaj


DRAILH HA LAEROÑSI ER SKOLAJ !

2182

Aesoc'h eo distrujañ eget sevel ha desevel ! Dispenn ha laerezh, setu ar pezh a zo bet graet en dibenn-sizhun-mañ e ti-skol Penharz hag en hon ti-skolaj e Kervoazan. Drailhet eo bet dorioù lodenn ar burevioù ha forzhet ez eus bet dorioù...

PANELL SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU

Buhez ar skolaj


PANELL SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU

1891

Gortoz pell, gortoz gwell ! Keid-all 'zo e oa bet anv a staliañ ur banell. Ma ! Graet eo abaoe ar mintin-mañ. Trugarez da Glaod en deus staliet anezhi ha trugarez d'an arzour, hor mignon Owen Poho, en deus savet al logo !

BREZHONEGERIEN GALONEK 2012-2013

Buhez ar skolaj


BREZHONEGERIEN GALONEK 2012-2013

1891

Ur pred plijadur a zo bet er C'heili a-barzh kimiadiñ. E brezhoneg, imoret mat an dud, eo bet an dibab eus hor brezhonegerien yaouank o tebriñ asambles. Ambrouget e oant gant Marine ha Gwenael. Merenn vat ra vezo ! Sirius ha kreizennet...

AR VREUDEUR MORVAN ER SKOLAJ

Buhez ar skolaj


AR VREUDEUR MORVAN ER SKOLAJ

1891

Ar blijadur hon eus bet da zegemer ar vreudeur Morvan, deuet da gontañ kaoz diwar-benn ar film "e-skeud kanañ" ha diwar-benn o buhez dre vras. Ur c'hendiviz a-zoare a zo bet gant ar 5vet klas. Goulennoù dedennus, c'hoant daremprediñ...

<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 20 30 > >>