Buhez ar skolaj
Marion e ti-bara Intermarché Douarnenez Er sizhun dremenet e oa staj micher gant hon tredeidi. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant a bep seurt micherioù ha gant bed al labour. Menegomp mezegiezh loened, skolioù, sonerezh, boued, krouidigezh...
Buhez ar skolaj
Hiziv ez eus bet ur stummerez eus ar gevredigezh Calysto o tisplegañ d'hor skolajidi peseurt dalc'h a zo gant ar genrouedad en hor bed. Plediñ a ra Calysto dre he c'houlzadoù "remziad niverel" gant emskiantekaat skolidi ha familhoù...
Buhez ar skolaj
Digwener diouzh an endervezh e oa bet meur a seurt dudi gant ar skolajidi hag evit ar skolajidi. Stalioù a oa bet aozet gant an 3deidi evit ar 6veidi ma c'helle ar re-mañ ober anaoudegezh gant diduelloù a bep seurt. E-keit-se e oa...
Buhez ar skolaj
Trugarez da Varianne evit he skeudennoù ! Studiet eo bet "ar goulenn", un danevell gant Jakez Riou, e 3de Melen. O vezañ m'eo krog Radio Kerne da skignañ lennadennoù oberennoù lennegel abaoe ur pennad hon eus soñjet e vefe un dra vat...
Buhez ar skolaj
Taoliad ar bodad boued Hiziv eo bet dalc'het bodad ar boued gant dileuridi ar c'hlasoù, Jacques ar c'heginer, Padrig hag Olier. Kavout a ra mat an dud o fredoù. Gant ar c'hempouez emañ an dalc'h, pa glasker lakaat hor skolajidi da...