Kinklet eo bet ar savadur gant ar c'hleub labour-dorn. Pegen brav eo ar skolaj hag ar benngasourez!
D'ar merc'her 23 a viz Du e oa kros an departamant. Ouzhpenn 2700 skolajiad.ez ha lisead.ez a zo deuet eus 4 c'horn Penn-ar-Bed evit en em gavout e Kemper war dachenn ar C'hornigel. Ur gwir dakad emgann e oa an hentad, fank a oa e...
Dimerc'her paseet (d'ar 17 a viz Du) eo bet 22 skolajiad.ez e Ploneour-Lanwern evit kros an distrig. Un degouezh a-feson e oa evit redek a-enep da skolajidi tiezh-skol bro Vigoudenn ha da gejañ ganto. Ur plas mat-tre a zo bet gounezet...
E-pad ar prantad galleg e oa un objed buhezek da sevel. Ar pal a oa kemer n'eus forzh petra ha tresañ traoù evit reiñ buhez dezhañ. Da skouer: o kemer daou asied stok-ha-stok, e vez graet ur pladig-nij ha treset e vez karrezennoù evit...
Hiziv 'oa bet gweladennet Iliz-veur Kemper gant ar re 5ved. Dedennus kenañ 'oa an droiad, etre istor ar relijion, istor ar vro hag arkitektouriezh. Ha gallet hon eus ar bloaz-mañ pignat en tour, ul lec'h dic'hortoz ha brav eston eus...
Deuet 'oa ur bern liseidi, kerent ha kelennerien evit lid an diplomoù breved. Ur mare plijus 'vat, an digarez 'oa evit adkavout mignoned strewet e meur a lise. Disoc'hoù brav zo bet ! Gourc'hemennoù d'an holl !