6 skolajiad nemetken a oa hiziv. Ar re all a zo chomet sac'het abalamour d'an erc'h ! Plijus e oa ober boulomigoù grizilh, sellout ouzh ur film, c'hoari Divin Prim ha tennis-taol, ... Ha pegen iskis e oa gwelout ar self ken goullo...
Distroet eo ar yer ar sizhun-mañ met evit gwareziñ anezho ouzh grip an evned ez euz bet ouzhpennet ur roued. Ha 5 vi o deus dozvet dija !(Pennadig skrivet gant sikour Lilian).
Ur mell-droadig a zo bet kaset e oaled an hunva ha suspens a zo bet betek fin ar c'hrogad! Trugarez vras d'ar gevredigezh Amzer-Vrav (eus Kemper) evit ar prof-mañ! Plijadur 'vo!!