Panelloù-hent a zo bet lakaet er c'hroazhent-tro e-kichen ar skolaj. Hag e divyezh mar plij !
Secret Santa a zo bet lidet hiziv gant kalzig a skolajidi, e-kerzh ar gentel saozneg, alamaneg met ivez gant an diabarzhidi 5vet. Bleuenn a oa laouen-tre o resev he frof Nedeleg digant NaolÏn!
Bep Yaou abaoe penn kentañ ar bloaz e teu Manon da gas ur c'hlub filmoù chakod gant Arthur hag Onenn. Ul labour brav eston o deus kaset, ha filmet eo bet pep-tra ganto dimeurzh paseet. Mall bras warnomp gwelout ar film!!!!
Beilhadegoù dre live a vez aozet evit an diabarzhidi abaoe penn kentañ ar bloaz. A bep seurt traoù a vez graet ganto : c'hoarioù kevredigezhel, c'hoari "piv on?", Den bleiz, C'hoariva war ar prim, Ar cherif hag ar lazher,...