Dec'h 'oa aozet fest 25 bloaz ar skolaj. Aozet 'oa bet stalioù dudi gant 3deidi evit o devezh diwezhañ. Da heul 'oa ar fest en Dachenn wenn. Trugarez d'an holl o deus sikouret !
Da geñver raktres Leurenn Flamm, un emglev etre La Obra, Kevredigezh C'hoariva hag hor skolaj, ez eus bet kinniget gant an daou glasad pevare un arvest kaer war al leurenn. A-drugarez da Mona Caroff, komedianez a-vicher, deuet da ginnig...
Nullet 'oa bet ar beajoù abalamour d'ar C'hovid met gallet hon eus aozañ ur veaj 'ba Bro Naoned. Plijadur zo bet forzh pegement dindan heol tomm Naoned !
Studiet e oa bet ar pezh-c’hoari « Antigone » gant ar re drede en trede trimiziad e galleg. Skrivet gant Sophocle, « Antigone » a zo bet adskrivet gant Jean Anouilh da vare an Eil Brezel-bed. Arouez ar stourm an hini eo Antigone. Neuze,...
Degemer zo bet Louise, Jean, Bernadette, tud kozh eus EHPAD Ker uhel, hag Emile er skolaj evit komz diwar-benn an Eil-Brezel bed. Deuet 'oa a-raok Tangi Poisson er skolaj evit prientiñ an atersadenn. Pierre Mens Pégail eus mediaoueg...