Dec'h 'oa abadenn sport ar skolaj. Choazet o doa ar skolajidi etre un hentad sportoù liesseurt a-stroll pe ur redadeg hiniennel. Lod zo mennet da gemer perzh en abadennoù UNSS a zeu. Plijadur zo bet ! Tro-spered mat ha laouen an holl...
Pegen moutik eo ar gaerell vras ! Moutik eo, gwir eo, met lazhet he deus div yar ar skolaj, Erc'h ha Ludu. Kavet oant bet dec'h, marv an div, siwazh deomp! Er skolaj 'oant dibaoe daou vloaz. Prenet 'vo yer all a dra sur, gant ar spi...
Beilhadegoù a vez aozet bep sizhun gant ar gasourien en Enez Tudi. Ul Lun war zaou evit ar 5veidi / 6veidi hag ur Yaou war zaou evit ar 4reidi / 3deidi. C'hoari al Laz Soner, an Den Bleiz ha leun a reoù all c'hoazh a vez graet.
Tri devezh a-feson o deus kaset ar c'hwec'hvedidi e Terrug ar sizhun paseet. Gweladennet o deus sistrerezh Tromelin ha mirdi abati Landevenneg. Sportoù a bep seurt o deus graet ivez! Un doare dibar evit kejañ asambles !
Deuet eo skipailh France 3 da atersiñ ar skipailh hag ar skolajidi 6vet diwar-benn an distro-skol. Setu al liamm:https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/programmes/france-3_bretagne_jt-local-12-13-an-taol-lagad?id=3819091...