Ur skipailhig tud a youl vat 'oa deuet hiziv evit livañ ar mogerioù dindan ar bratell. Propoc'h 'vo evit fest ar skolaj !
Bet omp bet o kerzhout 17km. Graet hon eus un ehan en ur gêriadenn evit diskuizhañ ha c'hoariñ "polotenn euskarat". Pikniket hon eus en ur gêriadenn all e-lec'h ma oa fest ar skolioù. Plijadur hon eus bet gant ar c'hanon spoum! Diouzh...
Salud deoc'h! Keloù nevez! Degemeret omp bet dre strolladoù tri e kentelioù sport, matematikoù, kastilhaneg ha sonerezh. Estreget ar gentel kastilhaneg e oa kaset pep-tra en euskareg. Div eurvezh kentel hon eus graet ganto. Ha da c'houde...
Gweladennet hon eus kreizenn istorel ha liorzh-louzawouriezh Donostia. War-lerc'h e oamp bet war an draezhenn.
Degemeret eo bet ur stajiadez Mervent er skolaj e-pad ar sizhun-mañ. Mar eo hec'h anv. Kinniget he deus ur veilhadeg gant tri c'hoari disheñvel d'an diabarzhidi. C'hoari anvioù filmoù: ret e oa jestraouiñ evit lakaat anezho da zivinout...