Dimeurzh noz o deus dizoloet ar c'hwevedidi an oaled. C'hoariet o deus babyfoot, ping pong ha c'hoarioù kevredigezh en un dizoloiñ an oaled hag e vont-en-dro. Laouen-tre int bet ha startijenn a oa ganto evit kregiñ o bloavezh kentañ...
Evit ar wech kentañ 'oa bet degemeret diouzh ar mintin ar sizhun-mañ 14 skolajiad evit ur staj rak distro-skol. Tremenet mat an traoù ! Laouen 'oa ar skolajidi da gregiñ douzig ar bloavezh skol gant kentelioù brezhoneg, galleg, mat.....
D'an 20 a viz Mezheven e oa bet holl skolajidi 5vet klas da gastell Suscinio lec'hiet e ledenez Rewiz. Ur veaj raktreset abaoe 3 bloaz e oa gant ar pal kejañ gant skolajidi Gwened ha Sant Ervlan : 111 skolajiad en holl ! Gellet o deus...
Setu disoc'hoù breved 2023: Korbellet: 2 Degemeret hep meneg: 2 Meneg mat a-walc'h: 6 Meneg mat: 9 Meneg mat-tre: 19 An hanter gant ur meneg mat-tre ! Ha gellet o deus respont e brezhoneg en arnodenn skiantoù ar bloaz-mañ !
Goulennet e oa bet digant skolajidi ar 4re sevel pep a varzhoneg diwar skouer "An alc'houez aour" gant Anjela Duval. 6 poz 4 gwerzenn 12 troatad gant klotennoù dibenn a-b-a-b. Deuet eo brav gant lod anezho, Oanell en o zouez. Setu...