Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Les articles "teuliadou"

Devezh plijadur !

Teuliadoù


Devezh plijadur !

1713

Daouzek skolajiad ambrouget gant Ninnog ha Padrig o deus bet un devezh dreistordinal dimeurzh, 19 a viz Mezheven. Int a oa bet kavet ar skolajidi zellezekañ evit implij ar brezhoneg er skolaj hag o frof fin ar bloaz a oa eus an devezh-mañ....

Nozvezh Gala Jakez Riou.

Teuliadoù


Nozvezh Gala Jakez Riou.

1713

Mignoniezh Dilun, 18 a viz Mezheven, e oa nozvezh ar gala. Muzisianed ampart a zo bet klevet. Cheñchamant roll pe rock and roll ? Un tammig c’hwezh ar vakañsoù a oa war ar porzh gant silzig ar mestr-keginer Olier war –dro ar Barbekue....

Gouel an trec'h e Plijidi

Teuliadoù


Gouel an trec'h e Plijidi

1676

War ar porzh a-barzh kregiñ ganti ! Diriaou e oa Gouel an Trec’h e Plijidi evit holl skolajidi 4re ha 3de klas Diwan.Petra, ‘mut-hu ? Ya, Gouel an Trec’h pe an emdrec’h, ur mare plijadur a-stroll e brezhoneg evit tri-c’hant bennak...

War al leurenn e C'hoariva Kerne

Teuliadoù


War al leurenn e C'hoariva Kerne

1606

Diriaou da noz e oa bet diskouezet e C’hoariva Kerne frouezh al labour c’hoariva bloaz kaset da benn gant holl skolidi liveoù ar 6ved hag ar 5ved. Graet eo bet ar c’hentelioù c’hoariva gant Fanny ha skoazellet eo bet gant Goulc'han...

War al leurenn da vat !

Teuliadoù


War al leurenn da vat !

1525

Tro hor boa bet da ziskouez deoc'h skeudennoù eus Bagad Diwan o pleustriñ. Setu div skeudenn eus ar Bagad da vat dirak an dud d'an 19 a viz Mae 2007. Trugarez da Badrig Sicard evit e skeudennoù !

Labour skipailh.

Teuliadoù


Labour skipailh.

1481

Da lun ar Pantekost eo deuet tud ar skipailh da genlabourat a-benn prientiñ ar bloavezh skol a zeu. Labour vat a zo bet graet !

Pempvet Klap à l'Ouest evit ar skolaj !

Teuliadoù


Pempvet Klap à l'Ouest evit ar skolaj !

1444

Goude "Kan an Aon, Deizlevr, Diwan e Kerm ..." setu ar re 6vet hag ar re Bevare o kinnig an daou film "Liesyezhek" ha "Rimadelloù Anne-Marie". Plijus eo bet, daoust d'an amzer a oa tomm-tre. E-tro 300 skolajiad ha lisead e oamp evit...

Gourfenn reizhskrivadeg 2007.

Teuliadoù


Gourfenn reizhskrivadeg 2007.

1444

Ouzhpenn kampionad bagadoù ar Vvet rummad e oa dalc'het ivez e Kemper gourfenn ar reizhskrivadeg d'an 19 a viz Mae. Skolajidi, tud bet skolajidi pe kerent skolajidi a-vremañ a gemere perzh. Embann a reomp roll al loreidi hag ul luc'hskeudenn...

<< < 10 11 12 13 > >>