Top articles

  • Souezhadennoù c'hwec'hvedadezed c'hoazh !

    12 septembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar souezhusañ evidon eo bet kemer ar bus, peogwir evit mont d'ar skolaj e kemeran ar bus, hag a-wechoù e tisoñjan pegoulz mont kuit. Met paseet eo mat-tre ar bus diouzh ar mintin ha diouzh an abardaez ! Ha bremañ 'm eus c'hoant kemer ar bus bewech !!...

  • Barzhoneg nevezamzer

    14 mai 2009 ( #Teuliadoù )

    Awen a zo gant hor re yaouank. Gourc'hemennoù da g-Quentin (4re klas) evit e gammedoù kentañ war hent ar varzhoniezh ! An nevezamzer Pa laosk an erc'h plas d'an nevezamzer e vez barradoù glav da zourañ ar plant brasañ 'vel ar re vihanañ ha pa ziskouez...

  • KIMIAD DIOUZH HOR MIGNON PASCAL !

    25 septembre 2010 ( #Teuliadoù )

    En endervezh-mañ e oa bodet kantadoù a dud war Leurgêr an Arouezva e Douarnenez evit kimiadiñ diouzh Pascal. Dindan an hinon e oa bet staliet an arched er-maez e skeud gwez meurdezus liorzh klok Pierre Boccou. Tud en o c'hoazez el liorzh ha tud niverusoc'h...

  • Ur gwallzarvoud abalamour d'an amzer yen.

    20 janvier 2009 ( #Teuliadoù )

    Pa zigoris ma daoulagad en-dro ne oan ket mui e-barzh ar c’harr-tan met e-barzh ur gambr wenn, staget ma divrec’h a bep tu ha kuzhet ma divesker e-barzh ur plastr bennak, en ospital e oan, ur bern medisined tro-dro din. Goulenn a ris ouzh unan anezho...

  • GEOTENN AR WERC'HEZ

    21 septembre 2009 ( #Teuliadoù )

    "Ouzh petra eo tomm kalon ar skrivagner en danevell Geotenn ar Werc'hez ?" "Tomm eo e galon ouzh an dud a vez disprizet gant ar re all... Tomm eo kalon Jakez Riou ouzh ar plijadurioù simpl. Pa vez o skeudenniñ penaos e veze graet ar foenn, penaos e veze...

  • Kimiad skolajidi yaouank...

    02 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel paouez gant un dra a blije din; e-lec'h ma oan anavezet; e-lec'h em boa desket ur bern traoù gant tud 'zo na adwelin, da'm soñj, james. Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel un disamm, gras eo din. Echuiñ...

  • DISOC'HOÙ AKED 2009

    25 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt e brezhoneg, dre skrid ha dre gomz....

  • UN DRA ON BET PLIJET GANTAÑ EM BEAJ E BRO-SAOZ...

    12 novembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    E-pad ar veaj e Bro-Saoz on bet plijet da gentañ tout gant an nozvezh er c'harr-boutin. Plijus e oa kousket gant tout ar re 5vet, plijus e oa klevout an trouz bihan a rae pep hini. War-lerc'h on bet plijet pa oamp er c'harr-boutin hag e oa ar familhoù...

  • Botoù skolaj...

    02 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Echuiñ gant an trede a zo evel...paouez da lakaat ur re votoù. Plijet out bet kalz gant ar re votoù-mañ. Baleet 'peus ganto, graet 'peus sport ganto, c'hoarzhet 'peus ganto. A-wechoù o deus graet poan treid dit, laouen 'oas o lakaat da chaosonoù. Trist...

  • AKED 2011

    26 juin 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Evel bep bloaz eo bet tremenet an AKED (Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan) gant skolajidi an 3de klas. War ar 157 skolajiad a zo e 3de klas skolajoù Diwan ar bloaz-mañ ez eus bet dereziet 153 anezho d'an arnodenn, da lâret eo 97,45 %. Setu amañ disoc'hoù...

  • SPORTOURIEN AR SKOLAJ E ABADENN MOUCHIG-DALL

    18 avril 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    A-benn sevel ur rummad abadennoù nevez e oa deuet skipailh Mouchig-Dall (abadenn ar re yaouank skignet war France 3 d'ar Merc'her war dro 8e20) en darempred ganeomp evit kejañ ouzh skolajidi sot gant ur sport bennak ha prest da ziskouez ha da zisplegañ...

  • SKOAZELL E TAVARN GOUEL AR FILMOÙ E DOUARNENEZ

    13 juillet 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Evel bep bloaz e vo dalc'het gant Diwan un davarn e Gouel ar Filmoù e Douarnenez eus ar 17 betek ar 26 a viz Eost. A bouez eo evit arc'hantadur hor skolaj. Goulenn a reer digant an dud a youl vat mont e darempred gant Erwan Pianezza ...

  • MONT-TRE EN DOUR (EN-DRO D'AN INIZI)

    02 octobre 2012 ( #Teuliadoù )

    O pourmen emañ Iribe. Tomm-tre eo an amzer, n'eus den ebet e straedoù Alsasua. Klevout a ra sonerezh o tont eus un davarn. Mont a ra e-barzh ar bar teñval ha didrouz. Emañ e vignon Maheo azezet ouzh un daol dirak un tasad kafe du. Azezañ a ra Iribe gantañ....

  • UN EÑVORENN A VRO-SAOZ

    23 octobre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Er Victorian school Er "Victorian school" omp bet d'ar Merc'her 9 a viz Here e-pad hor beaj e Chester. Pa 'z omp degouezhet er skol (ur seurt mirdi) hon eus gortozet un tammig, ha, war-lerc'h, ni, merc'hed, a zo aet da cheñch dilhad. E plas kaout dilhad...

  • LOREADEZ ODISEA AR GERIOÙ

    23 mai 2014 ( #Teuliadoù )

    Ar bloaz-mañ c'hoazh o deus tredeidi kemeret perzh e kenstrivadeg danevelloù Odisea ar Gerioù. "An arsav kentañ en ur veaj n'hoc'h eus ket graet morse" e oa an dodenn. Meur a skrid a-zoare a oa bet kaset ha labour vat a oa bet graet gant ar skolajidi....

  • BARZHONEGOÙ EUSKARAT TREDEIDI

    16 mai 2014 ( #Teuliadoù )

    Er pennad diwar-benn hor beaj da Vro-Euskal er bloaz-mañ e oa anv a varzhonegoù skolajidi da zont diwezhatoc'h. Gortoz pell, gortoz gwell ! Setu eta un dibab anezho. Dalc'hit holl da skrivañ ! BEAJ Agur An Euskareg zo ur yezh vrav. En hor c'halon vras...

  • KANAOUENN REDADEG 6VEIDI JAKEZ RIOU

    02 juin 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    KANAOUENN AR REDADEG GANT C'HWEC'HVEIDI SKOLAJ DIWAN KEMPER Tralalalalalala lalalalaleno (2x) Tralalalalalala lalalalaleno (2x) (Diskan) Redadeg 2014 evit ar brezhoneg (2x) Skolajidi Jakez Riou prest da vont da redek (2x) 1500 kilometrad, gwir eo n'eo...

  • KINNIGOÙ-LABOUR ER SKOLAJ

    11 septembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Emañ Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper o klask war-lerc'h : - Ur c'helenner/gelennerez teknologiezh : 10.5 eurvezh e-doug ar bloavezh-skol - Ur c'helenner/gelennerez galleg-latin, 14 eurvezh ar sizhun betek an 3 a viz Here Trugarez da vont e darempred gant...

  • A thing of beauty is a joy for ever...

    27 novembre 2008 ( #Teuliadoù )

    Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi Sonerezh « listenn Shindler » Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an dud all. Penn-kentañ « harzadeg ar Yuzevien » eo. Kenderc’hel...

  • KREN-DOUAR E BRO-JAPAN

    27 mars 2011 ( #Teuliadoù )

    D'ar Gwener 11 a viz Meurzh 2011 ez eus bet ur c'hren-douar divent e biz Bro-Japan, ment 8,9 war skeul Richter. Ar pempvet kren-douar brasañ a zo c'hoarvezet er bed abaoe 1950 an hini eo. Kalon ar c'hren-douar a oa 24,4 km dindan ar mor, war-hed 380 km...

  • GOUEL 25 BLOAZ AR SKOLAJ

    09 mai 2022

    Pedet oc'h da lidañ 25 bloaz ar skolaj d'ar Gwener 24 a viz Even 'vo aozet ar fest adalek 6 eur dirak Ti an holl 'ba Penharz Tem choazet gant ar skolajidi : « Chik ha cheuc’h ». Deuit gwisket cheuc'h... gant un tamm faltazi memestra ! Ezhomm zo sikour...

  • Danvez preder.

    08 juin 2008

    Horregatik dabil bizkor gaztelera eta makal euskara: jendeak berealdiko gauza pila egiten dituelako euskararen alde, salbu eta beharrezkoa den bakarra: hitz egin. BERNARDO ATXAGA Alese e teu d’ar c’hastilhaneg bezañ kreñv ha d’an euskareg bezañ gwan :...

  • PENNAD OUEST-FRANCE 4/02/2016

    08 février 2016

  • KROASHENT AR MICHERIOÙ

    16 février 2018

  • Filmoù chakod

    29 novembre 2018

    Demat deoc'h, Lañset eo raktres Filmoù-chakod #3 ! Evit kregiñ barzh, deoc'h c'hwi da zibab tem ar bloaz-mañ : 6veidi skolaj Diwan Kemper ha 6veidi divyezhek Skolaj JM Le Bris e Douarnenez o deus ijinet 4 zem. Ne chomo nemet UNAN : votit a-raok an 11...

<< < 10 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 > >>