Ar souezhusañ evidon eo bet kemer ar bus, peogwir evit mont d'ar skolaj e kemeran ar bus, hag a-wechoù e tisoñjan pegoulz mont kuit. Met paseet eo mat-tre ar bus diouzh ar mintin ha diouzh an abardaez ! Ha bremañ 'm eus c'hoant kemer ar bus bewech !!

Agathe

Ar souezhusañ evidon eo bet ar skolaj. Bras eo ar skolaj, kalz klasoù a zo ha muioc'h a gelennerien. An deiz kentañ e oan un tammig kollet er skolaj. Da skouer er c'hantin n'em boa ket komprenet penaos ober. Bremañ eo gwelloc'h, n'on ket mui kollet er skolaj. Nemet un dra n'ouzon ket c'hoazh, pegoulz e vez an ehanoù.

Nolwenn.
Degemer