UN DRA ON BET PLIJET GANTAÑ EM BEAJ E BRO-SAOZ...
War-lerc'h on bet plijet pa oamp er c'harr-boutin hag e oa ar familhoù o c'hortoz ac'hanomp er-maez, peogwir e oa gwasket tout an dud ! (Ne lavaran ket ne oan ket gwasket, me !)
Plijet on bet kalz en devezh m'omp bet er stal "The Cheshire Workshop" evit ober gouloù-koar. Fentus e oa gwelout ar fiselenn o tont koar war he zro.
Plijet on bet ivez (evel tout an dud, da'm soñj) gant ar shopping ! Fentus e oa : tout an dud a rede e pep lec'h evit kavout an dra a glaskent ! Ouzhpenn-se, war-lerc'h an tri c'hard eur he doa roet Ninnog deomp evit ar shopping he deus roet un hanter eur pe ur c'hard eur muioc'h !
Plijet-tre on bet ivez en devezh m'omp bet er skol (The Victorian School of the 3 R's). Rak ar gelennerez a oa ganeomp a rae mat-tre ar gelennerez strizh-kenañ ha tout. Met un dra na oa ket re vat e oa em boa disoñjet ma lunedoù. Ha dre faot se ne welen ket mat ar pezh a oa skrivet ouzh an daolenn.
Mod-all on bet plijet gant ar zoo ivez. Plijet on bet peogwir e oan en ur skipailh mat ha fentus hag ivez peogwir ne oan ket bet en ur zoo abaoe pell, pell a oa.
Setu ar pezh en deus plijet kalz din. En em rentañ a ran kont on bet plijet gant un tammig tout, met mat. Met disoñjet em eus un dra : Plijet on bet kalz gant ar familh he deus graet war ma zro peogwir e oant jentil-tre hag e komprenen mat-tre ar pezh a lavarent.