LOREADEZ ODISEA AR GERIOÙ
Ar bloaz-mañ c'hoazh o deus tredeidi kemeret perzh e kenstrivadeg danevelloù Odisea ar Gerioù. "An arsav kentañ en ur veaj n'hoc'h eus ket graet morse" e oa an dodenn. Meur a skrid a-zoare a oa bet kaset ha labour vat a oa bet graet gant ar skolajidi.
Aet eo ar maout e rummad ar grennarded gant Azilis Alle a embannomp he skrid amañ dindan. Gourc'hemennoù dezhi !
23 a viz Gouere 2025
Pa soñjan er pezh 'm eus bevet, on ken laouen, ken disammet, met ivez spontet hag ankeniet rak ar pezh a c'hoarvezo goude.
Aet e oan kuit dec'h. Karget e oan da vont war ar blanedenn Meurzh ! Ya ! Choazet o deus forzh piv e-touez ar bobl en dije c'hoant bevañ an dra-se ha degouezhet eo ganin !
Aet eo kuit ar fuzeenn. Ober a ra ur santimant iskis, e-giz pa vefe ur gwask kreñv-kenañ o flastrañ ma c'horf. Met ur wech en oabl, en egor, eo plijus-tre. Ne oan ket ma-unan er fuzeenn. Ganin e oa an Aotrou Kranit, un astraer kozh ha jentil-tre. Abaoe un nebeud eurvezhioù e oamp o nijal war-zu Meurzh.
O kontañ un istor kozh din e oa Kranit. Hag a-daol-trumm 'm boa santet ar fuzeenn o krenañ. Klevet 'm boa un trouz ivez, kreñv-tre. Sellet am boa ouzh ma mignon nevez, spontet. Klask a rae sioulaat ac'hanon :
- 'Rez ket bil, erruout a ra krenadennoù evel-se alies-kenañ en egor. Gallout a ra bezañ ur barr avel pe forzh petra all. Emaon o vont da welet hag-eñ ez eus bet torret un dra bennak, en doa lavaret gant ur vouezh dous.
- Mat eo din, chom a ran amañ, am boa respontet gant ur vouezh skiltr.
O kreniñ e oan. Met ne oa ket c'hoazh ar stad fallañ. Pep tra a yeas war washaat pa glevis e huchadenn, sklaer, kreñv, startijennek. Ha netra ken...Galvet 'm boa anezhañ. Respont ebet. N'ouzon ket mui resis petra a zo c'hoarvezet goude. Bet e oan o welet er-maez petra a oa c'hoarvezet. Aze am boa gwelet ur blanedenn bihan-tout ha ront evel ur vell-droad. O vont dres warni e oan. Neuze 'm boa divizet lammat. Kouezhet e oa ma c'horf war-eeun, desachet war ar blanedenn e-giz gant ur maen-touch. Bam ! Kouezhet e oan, nepell diouzh ar fuzeenn tarzhet, met dic'hloaz e oan chomet. Keloù ebet eus an Aotrou Kranit.
Soñj am eus e oan chomet eno, war leur griz ar blanedenn dianav-mañ e-pad eurvezhioù. Pa 'm boa divizet fiñval e oan dinerzh ha krenañ a raen c'hoazh. Baleet 'm boa pell, pell-tre. Met ne oa netra war ar blanedenn nemet roc'h, poultrenn ha ludu.
Gwelet 'm boa penn ur wezenn. Aet e oan betek enni, divent e oa. Just dirak ma fri. Da neuze 'm boa kroget da vevañ en-dro. Brav-kenañ e oa hag a bep seurt frouezh a oa enni. Avaloù, per, sitroñs, oranjez, fiez, ...a bep seurt. Un nor vihan a oa ivez, war al leur e-kichen ar wezenn. Skoet 'm boa outi hag e oan aet e-barzh.
Pegen souezhet e oan bet pa 'm boa gwelet an den bihan-se ! E-giz ur batatezenn, ront ha glas e oa. Eñ avat, ne seblante tamm souezhet ebet ouzh ma gwelet.
- Degemer mat ! Ur banne ho po ? a lavaras gant e vouezh koant.
Un nebeud amzer goude e oa dirazon ur pladad leun-barr a frouezh hag ur banne dour. Goude-se e teuas un den all (e-giz an hini kentañ met roz ar wech-mañ !) da zegas din dilhad nevez, prop. Unan all c'hoazh, glas, a gemeras ma dorn hag a ziskouezas din ur gambr. Leuskel a reas ac'hanon enni. Simpl e oa ar gambr. Ur gwele hag un daol a oa enni, met prenestr ebet. Ya ! Evel-just ! Soñj 'm boa, dindan an douar edomp. Toullet e oa bet amañ, dindan an douar ur gwir ved. Divizout a ris mont da weladenniñ an trowardroioù. Met kollet e voen buan. Trepasoù, dorioù, niveroù a oa e pep lec'h. Skalieroù a ziskenne muioc'h-muiañ, donoc'h-donañ. Ne c'hellen ket chom da vevañ eno. Pignat a ris en-dro gant pep skalier, treuzañ a ris pep trepas.
Kejañ a ris ouzh un den bihan melen a lavaras din heuliañ anezhañ. Erruout a rejomp en ur sal bras-tre. Eno e oa ur bern tud vihan, ront ha melen, glas, gwer, mouk, roz, orañjez, ... Eno edont holl. Er foñs e welis unan all, du-pod ha tevoc'h eget ar re all. Lavarout a reas o sellet ouzhin :
- Degemer mat, dimezell. Tutrik eo ma anv. Roue ar blanedenn on. Divizet hon eus derc'hel ac'hanout evit gouzout muioc'h a draoù diwar ho penn, c'hwi, Mab-den ! Sikour a ri ac'hanomp da aloubiñ ho planedenn ?
Ya, nann ? Petra lavarout ? Ken spontet e oan, ken e respontis :
- Ya ! Mat eo din.
Bremañ nemetken e welan pegen iskis eo amañ, n'ouzon netra diwar-benn ar blanedenn-mañ, tudennoù dianav a vev amañ, komz a reont ar memes yezh ha me, degemeret on bet evel ur rouanez, ha bremañ eo ret din sikour anezho da aloubiñ ma flanedenn orin ? ... Petra a c'hoarvezo goude ? Nouzon ket. Skuizh on ha dav eo din kousket.
Azilis Alle