KANAOUENN REDADEG 6VEIDI JAKEZ RIOU
KANAOUENN AR REDADEG GANT C'HWEC'HVEIDI SKOLAJ DIWAN KEMPER
Tralalalalalala lalalalaleno (2x)
Tralalalalalala lalalalaleno (2x)
(Diskan)
Redadeg 2014 evit ar brezhoneg (2x)
Skolajidi Jakez Riou prest da vont da redek (2x)
1500 kilometrad, gwir eo n'eo ket gwall aes (2x)
Met kalon vat mignoned, bec'h de'i evit ar yezh (2x)
(Diskan)
Laosk ba'r gêr da chaosonoù ha kemer da votoù (2x)
Bugale an holl skolioù o vont gant an hentoù (2x)
(Diskan)
Gwelet ' vo kalz a lec'hioù brav ha gant plijadur (2x)
Redit 'ta Bugale Breizh 'vit ar sevenadur (2x)
(Diskan)
Etre Montroulez ha Groñvel evit ober tro Vreizh (2x)
Kerent ha bugale ' vo leun a energiezh (2x)
(Diskan)
Heol pe arnev spontus, ne vern deomp an amzer (2x)
Fier omp ni c'hwec'hveidi Skolaj Diwan Kemper (2x)
(Diskan)
Tralalalalalala lalalalaleno (2x)
Tralalalalalala lalalalaleno (2x)