Lidet eo gouel Breizh hiziv er bed a bezh... hag er skolaj ! Deuet ez eus ur bern skolajidi ha tud ar skipailh gwisket e gwenn ha du evit merkiñ an taol.
Fier omp da ginnig deoc'h hor c'hoari kentañ ! Kinniget e oa da lakaat o anv d'an holl o doa c'hoant da c'hoari ha tenet eo bet dre zegouezh Eloann ! Trugarez dezhañ evit bout c'hoariet ganeomp. Ha ken ur wech all evit un abadenn all...
Ar 6veidi o kalonekaat Alvan hag Ahez er c'hentelioù Brezhoneg ! Respontet o deus Alvan hag Ahez d'un SMS kaset gant Marine Gloaguen. Deuet eo brav ganto en Eurovision dirak 15 000 den e Torino ha war-dro 200 milion a dud dirak o skramm!...
Deuit da redek ganeomp d'ar meurzh 24 a viz Mae da 9 eur 7 diouzh mintin. Niverenn ar c'hilometrad : 893. Na zisoñjit ket ho tee-shirt Redadeg ! Pennad skrivet gant Lylie, Angèle, Armel ha Telo. Setu kanaouenn ofisiel Redadeg 2022...
Pedet oc'h da lidañ 25 bloaz ar skolaj d'ar Gwener 24 a viz Even 'vo aozet ar fest adalek 6 eur dirak Ti an holl 'ba Penharz Tem choazet gant ar skolajidi : « Chik ha cheuc’h ». Deuit gwisket cheuc'h... gant un tamm faltazi memestra...