UN EÑVORENN A VRO-SAOZ
Er Victorian school
Er "Victorian school" omp bet d'ar Merc'her 9 a viz Here e-pad hor beaj e Chester.
Pa 'z omp degouezhet er skol (ur seurt mirdi) hon eus gortozet un tammig, ha, war-lerc'h, ni, merc'hed, a zo aet da cheñch dilhad. E plas kaout dilhad boas e tougemp ur vrozh wenn hag un tog gwenn.
Gant ar baotred e oa ur gasketenn c'hell, ur jiletenn hag ur frondenn.
Bet omp, tout ar 5veidi, en ur sal-glas. Iskis-kenañ e oa. C'hwec'h renkennad taolioù pevar a oa e-kreiz hag un daol hiniennel a bep tu. Un daolenn zu a oa e foñs ar c'hlas.
Ar gelennerez a oa o c'hortoz ac'hanomp. Lavaret he deus deomp azezañ. Kalz a reolennoù a oa ret doujañ. Ret e oa deomp chom azezet eeun, hon daouarn war an daol, ha ket dindan o c'hoari. Pep a sklent a oa war an taolioù. Roet he deus deomp ur gleizenn evit skrivañ hon anv, an deiziad... Roet e oa bet deomp ur "penny" evit reiñ d'ar gelennerez. Un eurvezh omp chomet er sal-glas. Plijus, farsus hag un tamm iskis e oa memestra !
Nolwenn
Ar familh degemer
En nozvezh kentañ ez eus c'hoarvezet un dra farsus. E-pad ar pred e oamp o tebriñ, hag ar vaouez ne oa ket o tebriñ ganeomp.
Tost echuet debriñ hor boa p'hon eus klevet ar vaouez o komz. Kredet hon eus e oa o pellgomz d'unan bennak, met ar pezh a lâre a oa iskis, evit un den. O selaou mat e veze distaget un dra evel : "Molly, oh Molly...". Molly a oa unan eus he femp ki. Drol e oa, ur vaouez o komz ouzh he c'hi bemdez. Komz a rae hi muioc'h ganto eget ganeomp.
En ur zistreiñ d'hor c'hambr am eus soñjet : "iskis, met farsus". Ha c'hoarzhet hon eus. Ur mare plijus eus ma beaj e oa ha ne oa ket an hini nemetañ gant hor familh.
Sterenn Ansker