Un nebeud notennoù ha santadurioù diwar-benn ar veaj. 39 skolajiad, 22 a Gemper, 17 a Wened, pevar ambrouger, Maï-Wenn, Padrig, Verónica ha Camille. Un diaez evit kregiñ, gant ur gudenn mekanikerezh merzet e Lannarstêr gant Eneko, blenier ar c'harr-boutin....
D'an 13 a viz Here 2017 e oa bet ar 5veidi da weladenniñ Iliz-Veur Kemper. AN DIAVAEZ : Degemer ar strollad Pegen bras eo an Iliz-Veur ! Jezuz o tegemer ar feizidi e kreiz ar porched Porched su - Santez Katarina An 2 strollad oc'h en em gavout Santez...
D'ar 16 a viz Meurzh e oamp bet er sinema o sellout ouzh ur film : « Ar vugale bleiz », un dresadenn vev anezhañ. Ur manga eus bro Japon, graet gant Mamoru Hosoda. Fromet e oamp bet gantañ. Souezhus e oa an tudennoù, den ha bleiz war ar memes tro. Tennañ...
Etre an 23 hag an 29 a viz Meurzh e oamp en Arrasate. 28 skolajiad a Gemper hag a Wened ha tri ambrouger. Meurzhvezh en Arrasate, merc'hervezh e Gernika, yaouvezh e Donostia ha gwenervezh e Bilbao. Un amzer etre, glizh oc'h ober kalzik, hogen spanaennoù...
Pennadoù skrivet gant ar 6veidi e kentelioù Dominig. Trugarez dezho ! Ar sistrerezh D'al lun 14 da 9e e oamp bet er c'harr-boutin ha war-lerc'h 45 mn e oamp bet er sistrerezh (Roz ar Wern). Ar re 6vet melen hag ar re 6vet glas a oa dispartiet. Ar re...
Deuet e oa ar sizhun-mañ Brieg Guerveno hag e strollad da labourat gant hor skolajidi 3de klas war o raktres KPE "sevel ur ganaouenn". Deuet eo brav an disoc'h ganto. Trugarez da Brieg, d'ar sonerien, da Ti ar Vro evit bezañ sikouret ac'hanomp war ar...
E 5vet klas e studier Aada ha Narki, daou romantig skrivet gant Goulc'han Kervella. Un istor karantez e bed ar ragistor etre ur gwaz eus ur meuriad a vrezelourien, chaseourien, pesketaerien hag ur plac'h eus ur meuriad emdroet war labour an douar hag...
Hiziv devezh ispisial evit hor pevareidi. Da 11e e oant azezet klet e sinema ar Glenmor e Karaez evit arvestiñ ouzh filmoùigoù berr savet gant skolajidi ha gant liseidi. Da heul e oa dav dibab ar film en doa plijet dezho ar muiañ. Merenn da heul, kig...
D’ar Gwener 16 a viz Here e oa bet dalc’het kross ar skolaj er Gornigell. Plijadur a zo bet ha strivoù kaer. Seul blijusoc’h ma oa brav an amzer ! Ma ‘z embannomp disoc’hoù ar re o deus tapet ar plasoù kentañ er redadegoù e roomp kenkoulz hor gourc’hemennoù...
DAOUST D'AN HOLL SKOILHOÙ E VEVIMP E BREZHONEG! Erruet e oa Pepe digwener vintin gant ar strollad Euskariz a Arrasate deuet da eskemmañ gant hor skolajidi. 17 skolajiad degemeret gant familhoù hon tredeidi gastilhanek ha gant tri skolajiad 4re Glas. Ar...
Evel bep bloaz e oa deuet Pepe hag e skipailh gant ur mennozh-stur evit an eskemm. Kement-mañ moulet war ur blakennig ha war mailhurennoù. Trugarez dezho ivez evit al levr pedagogiezh, pedagogiezh ar fiziañs, embannet gant skipailh Arizmendi Ikastola...
Ar sizhun dremenet e oa bet hor skolajidi 6ved o tremen ur prantad plijus e kreizenn bageal Treberon. Wave-ski, karr-dre-lien, tennañ gant ar wareg, kraperezh, gwelladennoù ar sistrerezh hag abati Landevenneg, c'hoarioù e brezhoneg gant APLUD... obererezhioù...
E Chester e oamp bet holl : 41 skolajiad 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Riou e-pad an trimiziad kentañ. Met a-raok mont kuit e oa bet dalc'het ar c'harr-boutin : torret e oa ar voest evit cheñch tizh ! Ha divizet hor boa mont kuit memes tra gant ar c'harr-boutin......
Hiziv eo bet hor skolajidi o redek er c'hoad e-kichen ar skolaj. Ambrouget int bet gant o c'helennerien, o c'hasourien hag o skoazellerien. Plijadur, startijenn a zo bet dindan heol miz Here. Ur verenn-vihan a zo bet profet dezho ur wech distroet d'ar...
Ar bloaz-mañ c’hoazh emañ an daou glasad 5ved o vont war gaiak e-kerzh ar c’hentelioù DKS. ‘Ba Krec’h gwenn ‘oa ar c’hentelioù kaset da benn gant Nordine, Lionel hag Erwan. Gwechoù 'zo e veze kentelioù war an teknik, c’hoarioù, Kaiak polo, redadeg en...
Evit echuiñ ar bloavezh-skol eo deuet hiziv skolidi CM1 ha CM2 skolioù Diwan Kemper ha Plogastell da gemer perzh d'un abadenn sport aozet mat-tre gant kelennerien DKS ar skolaj ha skolaerien ar skolioù 1añ derez. Heol, plijadur... Laouen eo bet an holl...
15 skolajiad o doa kemeret perzh ar bloaz-mañ da Kross ar c’horn bro. Ha deuet eo brav ganto ! Tapet ar vedalenn arc’hant gant Erell Toquer evit he eil plas. Ar re yaouankañ 6veidi ha 5veidi a rede dre skipailhoù paotred ha merc’hed kemmesket. Ar re 4re...
Hiziv 'oa c'hoariet e Ti ar Vro ar pezh c'hoari prientet gant ar skolajidi 4re klas. Kenlabour zo bet gant aktourien La Obra evit kas da benn ar raktres. Setu diverradenn an istor :« Bugale an Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji,...
Disadorn paseet 'oa bet dilojet hunva ar skolaj. Kuitaat 'reomp Plogastell Sant Jermen evit en em gavout en Enez Tudi. Brasoc'h eo an ti, muioc'h a blas 'vo evit ar skolajidi. N'eo ket ul leti 5 steredenn met brav eston eo ar gwel war ar mor memestra...
D'ar Merc'her 13 a viz Du e oa bet 22 skolajiad o kemer perzh e kros an distrig aozet e Ploneour gant an UNSS. Setu un nebeud skeudennoù hag an disoc'hoù : - Skipailh Bidoc'hig 2 : 13vet war 17. - Mous merc'hed 1 : Amélie Partant 2/38 ; Lou-Ann Horellou...
Setu bilañs ar c’hros oa bet e Karaez e miz Du. Trugarez vras da'r gerent, tud ha tud-kozh ar vugale da vezañ kemeret perzh en 2 gros. Hag evel-just trugarez vras da’r skolajidi evit o youl da redek en anv hor skolaj gant imor vat ha startijenn ! Test...
Achuet eo ar bloavezh-skol ! War-lerc'h un ehan divoutin en nevezamzer, talvoudus bras eo bet distro an holl er skolaj e miz Even. Tro o deus bet ar skolajidi 3de da vont betek penn o raktres sevel klud ar yer. Kroget 'oa an traoù e penn-kentañ 2020 pa...
Dec'h hag hiziv ez eus bet livadeg war mogerioù ar bratell. Skolajidi an trede dindan renerezh arzel ampart Jeanne a zo bet o livañ daou benn hor pratell. Eus un tu SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU gant poltred ar skrivagner hag eus an tu all FIÑV DA YEZH. Gant...
Emañ hor skolajidi trede klas a-zevri oc'h ober arrebeuri paper-kaot er prantadoù teknologiezh gant Hélène. Deskiñ sevel ur raktres ha kas anezhañ da benn eo pal an embregadeg-mañ. Studiet eo bet gant ar skolajidi eta an teknikoù diazez evit sevel arrebeuri...
A-barzh mont e vakañsoù o deus bet plijadur an dredeidi o tiskouez o dudi da c'hwec'hveidi dre stalioù. E-touez traoù all e oa troterez, mell-baner, livañ an ivinoù, sevel ur vandenn dreset, dañsal... Un digarez d'ober gwelloc'h anaoudegezh ha da gaout...