Gortoz pell, gortoz gwell ! Keid-all 'zo e oa bet anv a staliañ ur banell. Ma ! Graet eo abaoe ar mintin-mañ. Trugarez da Glaod en deus staliet anezhi ha trugarez d'an arzour, hor mignon Owen Poho, en deus savet al logo !
Ur pred plijadur a zo bet er C'heili a-barzh kimiadiñ. E brezhoneg, imoret mat an dud, eo bet an dibab eus hor brezhonegerien yaouank o tebriñ asambles. Ambrouget e oant gant Marine ha Gwenael. Merenn vat ra vezo ! Sirius ha kreizennet...
Ar blijadur hon eus bet da zegemer ar vreudeur Morvan, deuet da gontañ kaoz diwar-benn ar film "e-skeud kanañ" ha diwar-benn o buhez dre vras. Ur c'hendiviz a-zoare a zo bet gant ar 5vet klas. Goulennoù dedennus, c'hoant daremprediñ...
War roudoù ar sevenadur roman eo bet hol latinegourien gant Katalin ha Mireille o welout dismantroù e Ploveilh. Un droiad plijus da glozañ ar bloavezh-skol !