Top articles

  • REDADEG 2012, UL LUSK DIARSAV !

    20 mai 2012

    Da heul, skeudennoù eus an tennad-hent etre Tregon ha Ploveilh, eus kilometroù klasadoù ar skolaj e Plogoneg hag eus an degouezh e Douarnenez. Trugarez da : Lea Toulgoat, Mireille Tual-Andro, Fabienne Lavigne, Jacques Paugam, Gwenole Gevell, Kenan an...

  • Gala 2008

    16 juin 2008

    Olier, Gael, Marine, Anna-Vari, Yann... a-zevri o servij boued ! Fenoz e oa gala ar skolaj. Kaer ha dous an amzer. Plijus an dud. Roadeg ar prizioù war ar porzh, fent ha stlakadeg daouarn. Dañsadeg hardizh er sal liesimplij. Koan, fritez, sandwichoù,...

  • ESTRAÑJOURIEN E BREIZH

    15 mars 2011

    Katalin, konterez da vat ! Estrañjourien e Breizh, setu titl ar film savet gant Anna Kere (evit France 3 Kornôg) a oa bet gwelet gant hor pempvedidi dec'h, lodenn eta eus hor bloavezh sinema gant Daoulagad Breizh. Gwelet ez eus bet gant plijadur poltridi...

  • GWELEDVA JAPANAT

    03 juin 2013

    Un nebeud bloavezhioù zo bremañ ez eo deuet sevenadur Japan da vezañ unan eus ar re a blij ar muiañ d'ar re yaouank : bannoù-treset, fiñvtresadennoù, kanaouennoù... a bep seurt a zo. E 4re klas e labourer war an 19vet kantved evit a sell ouzh istor an...

  • If I had eyes

    01 juin 2008

    Jack Johnson "If I had eyes" a zo kanet gant Jack Johnson ha tennet diwar ar bladenn Sleep trough the static, bet embannet e 2008 gant Universal Records. Un doare "pop" a zo gant ar sonerezh-mañ kentoc'h. 4 mn 54 e pad ar ganaouenn. Gitar tredan, gitar...

  • C'hoariva e Max Jacob

    28 mai 2008

    C'hoariva Max Jacob : un devezh c'hoariva 8 pezh-c'hoari, 4 skolaj, plijadur a zo bet, ha didrouz ar sal evit selaou krouidigezh ar re all. An abadenn ziwezhañ, renet gant Jakez ar Born, oa plijus-kenañ ha c'hoariet brav-tre. Tout an dud o deus graet...

  • Un droiad e lise Diwan.

    08 février 2008

    Diriaou vintin e oa bet degemeret hon tredeidi gant lise Diwan. Degemeret ha degemeret mat. Hentet gant o c’henskolajidi gent a Gemper, kelaouet diwar-benn buhez an diabarzhidi gant Markus, titouret diwar-benn an hentañ gant Paol ha renet war bazennoù...

  • Stajoù micher an dredeidi.

    06 avril 2008

    Etre ar 17 hag an 21 a viz Meurzh e oa an dredeidi gant o fleustradoù. Micherioù liesdoare, war-dro an aozañ pe ar servij boued, war-dro ar c’hezeg, war-dro an dilhad... a bep seurt a zo bet. Ur c’hammed kentañ e bed al labour, tro-ha-tro sked ha skeud,...

  • Trugarez Goulwena...

    11 juin 2008

    Un displegerez(h) eus ar c'hentañ ! Demat Goulwena, trugarekaat a reomp ac’hanout evit an displegadennoù diwar-benn Kentuch’ ha bed an tele, bremañ e ouzomp perak eo anvet “kentuch” an abadenn-se ! Laouen omp bet o sellout ouzh ar sketchoù bet graet ganeoc’h,...

  • Nozvezh Redadeg Kemperle-Brieg

    04 mai 2008

    Un taol deuet eo bet ar Redadeg ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ! Ur c'hlaoustre kaset da benn vat a zigor hentoù a unaniezh hag a verzh evit amzer da zont hor yezh ! Un nozvezh kaer eo bet hini hon tennad-hent etre Kemperle ha Brieg. Plijadur, kalonegezh,...

  • Ul lizher skrivet war un enezenn didud

    16 décembre 2021

    E-pad ar gentel galleg o deus ar bemvedidi savet ul lizher a vefe bet skrivet war un enezenn didud evit kas un S.O.S. Lakaet o deus anezhi en ur voutailhad gant traezh, kregin, mein, hag a-bep seurt traoù all! Pennad skrivet gant Tivizio hag Eneour.

  • Kenstrivadeg Pokemon

    04 février 2022

    Ur genstrivadeg pokemon a zo bet lañset digwener tremenet. An holl dud a c'helle kemer perzh. Betek dec'h o doa evit kas d'ar vuhez-skol tresadenn ul loen faltaziek ijinet ganto. Prizioù a zo bet roet ar mintin-mañ d'an tresadennoù a glote ar muiañ gant...

  • Votit evit tresadenn tee-shirtoù ar skolaj

    14 mars 2022

    A-benn dilun e vo lañset ur sontadeg war PRONOTE evit dibab an 2 dresadenn a vo moullet war tee-shirtoù ar skolaj. Ur juri a-feson a vo evit dibab etre an daou!

  • Piknik ha c'hoarioù war an draezhenn

    31 mai 2022

    Evit ober vad eus an amzer vrav omp bet da biknikañ war traezhenn Enez Tudi. Sevel kestell-traezh, c'hoari "Bolotenn d'ar brizonidi " ha pourmenadennig war an draezhenn a-raok mont da gousket..

  • Nedeleg a zo o tont !

    02 décembre 2022

    Kinklet eo bet ar savadur gant ar c'hleub labour-dorn. Pegen brav eo ar skolaj hag ar benngasourez!

  • Donemat d'an div yarig !

    13 janvier 2023

    Abaoe 2 sizhunvezh e tegemeromp div yarig nevez er skolaj. Un doare brav evit stagañ gant ar bloaz nevez. Bremañ e vo dav kavout un anv dezho !

  • Tiegezhioù : prantad kentañ !

    26 septembre 2023

    Tremenet eo mat prantad kentañ an tiegezhioù dec'h goude-merenn. An amzer a oa brav evit mont er-maez. Ur bern obererezhioù disheñvel a zo bet kinniget d'ar skolajidi : c'hoarioù a-stroll, atalieroù livañ ha tresañ, boks, ... Atalieroù ha c'hoarioù dre...

  • Sizhun diwezhañ a-raok ar vakañsoù

    20 octobre 2023

    Evit ar sizhun diwezhañ a-raok vakañsoù an Hollsent he doa raktreset ar vuhez-skol ur "Boom Halloween" en hunva dilun. Tremenet eo bet mat. Ar skolajidi o deus dañset ha debret madigoù. Ar skipailh ha skolajidi 'zo a oa treuzwisket. Prizioù 'zo bet roet...

  • Skolaj er sinema

    21 novembre 2023

    An daou glasad 4re a zo bet er sinema dec'h goude-merenn evit kemer perzh er raktres "Skolaj er sinema". Aozet eo ar raktres gant ar CNC (Centre National du Cinéma et de l'Image animée). Ar skolajidi a zizolo filmoù e-pad skignadennoù aozet evito gant...

  • Nedeleg er skolaj

    19 décembre 2023

    Setu erruet spered Nedeleg er skolaj ! Kinkladurioù e pep lec'h er skolaj, sonerezh Nedeleg war ar porzh, skolajidi gant bonedoù Nedeleg, ur genstrivadeg stammennoù Nedeleg, ur boom Nedeleg en hunva ... ha memes gwez Nedeleg e 3G hag e 6M ! Nedeleg laouen...

  • Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb

    19 décembre 2023

    Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb da vare an Nedeleg, adal hiziv ! Brezhoweb a ginnig daou film bevaat digoust e brezhoneg evit ar familhoù da vare an Nedeleg: - Zog 2 (adal 3 bloaz / dès 3 ans) : https://www.brezhoweb.bzh/Zog-vezeien-nij-film-bevaat-nedeleg_fiche_4216.html...

  • Plantañ tulipez er skolaj

    08 janvier 2024

    E-giz bep bloaz eo bet profet tulipez hag ognon d'ar skolioù Diwan Kemper ha d'ar skolaj gant ar "Rotary Club". Ar skolajidi 'zo bet laouen o plantañ an tulipez dirak ar skolaj hag e-kichen ar porzh. Dav eo gortoz an nevez-amzer bremañ evit gwelout anezho...

  • DNB e BZG !

    26 mars 2024

    Kemeret o deus holl skolajidi ar 6 skolaj Diwan perzh en ur prantad stourm boutin hiziv da 2 eur evit goulenn ma vo troet sujedoù ar breved e brezhoneg ! Betek an trec’h !

  • Prantad kizidikaat war ar zero lastez

    25 mars 2022

    Claire Carriou, eus ar gevredigezh Côte Waste, a zo deuet dimeurzh paseet er skolaj da gas un abadenn diwar-benn ar zero lastez gant an dredeidi. Dedennus-tre e oa ! Fardet o deus un toaz-dent e poultr. Pennad skrivet gant Tudi ha Tivizio.

  • Erminig helavar

    17 juin 2023

    Arthur, bet skoliataet en hor skolaj, en deus kemeret perzh. C'est une première au lycée Diwan de Carhaix. Des élèves volontaires ont participé à un concours d'éloquence. Le résultat est bluffant. Evit ar wech kentañ eo bet kinniget koñkour en ermi... A-drugarez...

<< < 10 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 > >>