Er pennad diwar-benn hor beaj da Vro-Euskal er bloaz-mañ e oa anv a varzhonegoù skolajidi da zont diwezhatoc'h. Gortoz pell, gortoz gwell ! Setu eta un dibab anezho. Dalc'hit holl da skrivañ !

 

BEAJ

 

Agur

An Euskareg zo ur yezh vrav.

En hor c'halon vras e chomo

Ar ger-mañ, Agur, a zo brav,

Talvezout a ra kenavo.

Meltan

 

E Gernika ez eus bet gwad

Un devezh Lun, deiz ar marc'had

Lazhet int bet gant ar faskour

Hep gellout lavarout "agur"

Tangi

 

Magañ a ran ma malizenn

Ruilhañ 'ra meur a eñvorenn

Sellout pizh ouzh ar mendia

Ur pok dezhi ha d'ar c'hentañ

Roxane

 

Barzhoneg euskarat

Eskerrik asko 'm eus lâret

Evit ar gwele hag ar boued.

'Vit an degemer trugarez,

Ha ken ar c'hentañ er vuhez.

Azilis

 

Ha sellout ivez ouzh hor c'hont barzhoniezh war twitter, ouzhpenn 80 barzhoneg ! 


PLEZHAÑ GERIOÙ

Degemer