Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel paouez gant un dra a blije din; e-lec'h ma oan anavezet; e-lec'h em boa desket ur bern traoù gant tud 'zo na adwelin, da'm soñj, james.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel un disamm, gras eo din.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel treiñ pajenn ar vuhez ha dont da vezañ un den all, un den yaouank o tremen ar gwellañ bloavezhioù eus e vuhez.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel tremen kentañ tennad-hent ar vuhez.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel istor ur blantenn.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel mont kuit eus ul lec'h anavezet mat d'ul lec'h dianav.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel un hent bras en em zisparti e meur a hent bihan.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel fin ur film...

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel cheñch kroc'hen evel un naer.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel kregiñ da vat da gavout e hent gant ar brezhoneg pe get, hervez dibab pep hini.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel...paouez da lakaat ur re votoù.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel penn-kentañ ar frankiz, mont kuit d'al lise, bezañ emren, ober ar pezh 'peus c'hoant.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel ...penn-kentañ ur vuhez nevez gant muioc'h a frankiz hag a emrenerezh.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel kuitaat ur bed en deus heuliet ac'hanomp abaoe ar skol.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel adkregiñ tout eus ar penn kentañ.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel mont en ur bed all.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel kouezhañ eus un tevenn.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel... pignat eus ur brank war ur wezenn.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel echuiñ gant ur veaj vras.

Echuiñ gant an 3de klas a zo penn-kentañ ar c'hrennoad, fin an dibrederi.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel kuitaat ma familh, kuitaat ar re 'm eus gwelet 4 devezh ar sizhun e-pad 4 bloaz.

Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel echuiñ gant ar CM2, met ivez kregiñ gant an eilvet klas.

Fin an trede klas a zo un tamm evel... ur match basket.


Degemer