O pourmen emañ Iribe. Tomm-tre eo an amzer, n'eus den ebet e straedoù Alsasua. Klevout a ra sonerezh o tont eus un davarn. Mont a ra e-barzh ar bar teñval ha didrouz. Emañ e vignon Maheo azezet ouzh un daol dirak un tasad kafe du. Azezañ a ra Iribe gantañ. N'eo ket gwall blijet Maheo gant ar vro, mankout a ra dezhañ Breizh.


Kontañ a ra Maheo da Iribe Breizh, Breizh-Izel, an torgennoù, ar gwez, an dour, ar mor, ar baeoù, ar porzhioù, ar bagoù, ar glav, ar c'houmoul, an douar, an dud, Anna Bodri ! Kregiñ a ra amañ da gontañ istor Anna Bodri.


 

Azilis ha Maïlis, 4re Melen

Degemer