Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

ABARDAEVEZH GOUEL NEDELEG !

Buhez ar skolaj


ABARDAEVEZH GOUEL NEDELEG !

3551

N'eus tra par d'an imor vat evit aozañ an toaz... Tremenet eo brav abardaevezh ar Gwener 18 er skolaj. En ti e Penharz e oa hor gouel. Standoù war ar porzh, soubenn domm ar c'huzul-skoazell, kanaouennoù, dañsoù, sonerien, akordeoñserien....

ABADENN KONTADENNOÙ GANT YVELINE MEHAT

Buhez ar skolaj


ABADENN KONTADENNOÙ GANT YVELINE MEHAT

3514

Komzoù ha jestroù a-unan Deuet eo hiziv Yveline Méhat, konterez a vicher, da gontañ istorioù ha kontadennoù e galleg d'ar skolajidi 5vet ha 6vet klas. Mil aketus e oant o selaou anezhi ha laouen ivez o kemer perzh en ur gontañ hag...

CHOKOLAD NEDELEG

Buhez ar skolaj


CHOKOLAD NEDELEG

3514

Kelennerez ha diskiblez aketus... Paotred a-zevri ganti ! Evel gant ar bevareidi dimeurzh ez eus bet prientet hiziv gant ar skolajidi trede klas boestadoù chokolad a oa bet gourc'hemennet gant ar familhoù 6vet, 4re ha 3de klas un nebeud...

KROSS UNSS PENN AR BED

KROSS UNSS PENN AR BED

3481

Kemeret e oa bet perzh e kross UNSS Penn ar Bed gant 4 skolajiad d'ar Merc'her 2 a viz Kerzu er Gornigell. Uhel-tre e oa live ar rederien ha bec'h a oa warno evit derc'hel gant al lusk betek ar fin. Setu disoc'hoù hon skolajidi: -...

SILIEG, UR VEAJ DA VRO WARC'HOAZH

Buhez ar skolaj


SILIEG, UR VEAJ DA VRO WARC'HOAZH

3444

Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant...

JAKEZ RIOU, YOGI

Buhez ar skolaj


JAKEZ RIOU, YOGI

3433

Nevez-deuet er skolaj an obererezh Yoga, e brezhoneg mar plij, kelennet gant Manu Mehu. Dilun e oa ar frapad kentañ. Tremen ugent a berzhidi, skolajidi ha tud gour. Kengreizañ an evezh war lodennoù ar c'horf tamm-ha-tamm... Un arsav...

ARREBEURI EVIT DIWAN

Buhez ar skolaj


ARREBEURI EVIT DIWAN

3407

O tiskargañ dindan ar bratell Disadorn vintin e oa bet penn-devezh kenskoazell evit sammañ arrebeuri, taolioù, kadorioù, burevioù e lise Kerne. Kinniget e oa bet kement-se deomp gant al lise a zo oc'h adneveziñ ul lodenn eus o savadurioù...

GWASTELL LIZA

Buhez ar skolaj


GWASTELL LIZA

3374

An istrenn hag ar vreutaerien. Gant piv e yelo an tamm ? Me 'zo sot gant ur wastell anvet : "gwastell sukr-teuz-chokolad". Me eo am eus roet an anv-se dezhi, peogwir ne oa anv ebet dezhi pa oa bet roet deomp ar rekipe. Un tammig hir...