Ma vefe ret din dibab un eñvorenn eus va bloavezhioù skolaj e-touez tout ar re all, e tibabfen ar mareoù em eus tremenet war an draezhenn en Enez-Tudi, a-raok ma kouezhfe an noz. Ar gwir hor beze da vont war an draezhenn pa veze brav...
Uhel pintet... E miz Mezheven 2008 o deus an dredeidi pleustret war ar c’hraperezh ouzh Moger Kraperezh sal Penharz. Krapat a zo bet gellet bennozh da skolaj "La Tour d'Auvergne" en doa prestet deomp an dafar. Trugarez dezho ! An holl...
Aketus ouzh displegadennoù Anne... D'al lun 23 a viz Even e oa pevare devezh staj Natur ar re 6vet. Dizoleiñ ar c'hoad gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er Chapel-Nevez, goro ar saout gant Gi Peñseg, dizoleiñ loj ar saboterien ha...
Skolajiadez en ur stal vandennoù-treset E derou ar sizhun-mañ emañ ar bevareidi gant o stajoù-micher. Danvez dizoleiñ ha dont darevoc'h ...
Lucy, a-zevri ganti ! Hiziv eo deuet an arzourez, Lucy Morrow, da zanzen gouel ar skolaj gant hor skolajidi. Dre zidroc'hañ ha pegañ o deus gant degadoù a zremmoù aozet dremm ar skolaj. Tamm ha tamm e vez graet e voulom da Ziwan !...
Kendoniañ ar skipailh a-barzh kregiñ... Diriaou e oa bodet e Skolaj Diwan Gwiseni skolajidi 5vet ha 4re klas pemp skolaj Diwan : ar Releg, Gwiseni, Jakez Riou, Plijidi ha Gwened. War zaou hanter e oa aozadur an devezh, a bep eil war...