SPORTOURIEN AR SKOLAJ E ABADENN MOUCHIG-DALL
A-benn sevel ur rummad abadennoù nevez e oa deuet skipailh Mouchig-Dall (abadenn ar re yaouank skignet war France 3 d'ar Merc'her war dro 8e20) en darempred ganeomp evit kejañ ouzh skolajidi sot gant ur sport bennak ha prest da ziskouez ha da zisplegañ da Riwal (an animatour) ar penaoz hag ar perag.
Setu ar rentañ-kont savet gant ar skolajidi:
D'al Lun 28 a viz C'hwevrer eo deuet Riwal hag e skipailh e kreizenn marc'hegañ Rosquerno e Pont-'n-Abad. Leïla, Erell ha Maëlenn o deus displeget dezhañ da gentañ penaos broustañ ur marc'h en ur ziskouez an dafar a zo ezhomm. Nag a basiantez gant Radja, marc'h Maëlenn! Ur wech war varc'h ne oa ket nemet rebechoù gant ar merc'hed, paourkaezh Riwal! Bezañ eeun, treiñ a-gleiz hag a-zehoù, mont war-raok zoken!
C'hoarzh, fent ha plijadur a zo bet en devezh-se, memes ar mikro a denne d'ur garotezenn vlevek ha hir! Iskis e oa bezañ filmet gant ur c'hamera ken bras!
Maëlenn, Leïla hag Erell (5vet Klas)
Vincent hag Ilan a zo bet war varc'h-houarn gant Riwal d'ar Merc'her 2 a viz Meurzh diouzh ar mintin. Evit an abadenn e oa an emgav e Krec'h Gwenn. C'hwec'h den a zo deuet: Mael Kernalegenn, Riwal, ul leurenner, un den evit ar c'hamera, unan all evit ar son, hag unan diwezhañ hag a zouge an trebez.
"Bet omp bet en ur Skate-Park e-kichen ar mor hag e-barzh Koad Keradeneg, teir eurvezh-pad en holl. Komzet hon eus diwar-benn ar mekanik gant Riwal ha ne ouie netra, hervezañ. Klasket hon eus deskiñ dezhañ mont war velo, fentus e oa! Koulskoude e ya Riwal war varc'h-houarn bep Sadorn..."
Vincent hag Ilan (5vet Klas)
DIWALLIT!!!!!
SKIGNET E VO AN ABADENNOÙ-SE D'AN 18/05 HA D'AR 15/06 WAR FRANCE 3 WAR-DRO 8e20!!!!