DISOC'HOÙ AKED 2009
An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt e brezhoneg, dre skrid ha dre gomz.
El lodenn dre skrid emañ ar brezhoneg (kompren dre selaou, kompren dre skrid, sevel skrid ; lennegezh pe kelaouennerezh), ar matematikoù (jedoniezh, mentoniezh, skoulmad) hag an istor-geo (da zibab etre istor pe geo + sevenadur istor ha geo). Tri danvez a ya d'ober an arnodenn dre gomz ; brezhoneg (komz diwar-benn ul levr studiet er c'hlas, komz diwar un tem eus ar vuhez pemdez, kemer perzh en ur gaozeadenn 2 ha 2) evit an holl, mui daou zanvez all da zibab e-touez an holl zanvezioù kelennet e 3de klas.
En o skolajoù e tremen ar skolajidi o arnodennoù dre skrid hag evit al lodenn dre gomz e oa div greizenn arnodenniñ ar bloaz-mañ : e skolaj Plijidi evit skolidi Gwiseni, ar Releg ha Plijidi hag e skolaj Gwened evit skolidi Kemper ha Gwened.
Priziet eo bet ivez o live e-keñver Portfolio Europa ar brezhoneg. Ur brouenn eo eus al live tizhet ganto e brezhoneg war 5 barregezh : selaou ha kompren, lenn ha kompren, sevel skrid, komz didroc'h hag ivez eskemmañ). 16 skolajiad o deus tizhet al live B2 ha 9 al live B1-3.
War ar 146 skolajiad a zo e 3de klas e skolajoù Diwan ar bloaz-mañ eo 139 deusouto a zo bet dereziet d'an AKED, da lâret eo 95,2 %.
1 anezho zo bet degemeret gant meneg mat-tre ha gourc'hemennoù ar juri : Pierre-Louis Oger eus skolaj Plijidi
Disoc'hoù skolajidi Kemper
23 eus ar 25 a oa o tremen an arnodenn zo bet degemeret (92 %)
Meneg mat-tre : Marine Laisement
Meneg mat : Enora Bihan, Glen Bourhis, Aela Cottier-Garin, Anna Guillo-Leal, Chloé Jolfre, Gwenole Kaloneg, Sulian Rios-Chauffin, Maina Sicard-Cras
Meneg mat a-walc'h : Malo Bacon, Esyld Carval, Axel De La Pinta, Emma Le Coz, Quentin Louboutin, Enzo Piriou, Pauline Sellin, Erell Tanniou
Degemeret : Zoé Chaze, Oréa Coatanlem, Valentin Henot, Seydou Laurent, Maela Le Buhe, Simon Rupin
Gourc'hemennoù dezho !
Gourc'hemennoù ivez, a-berzh juri an AKED, da Enora Bihan, bet tapet ganti ar gwellañ notennoù war ar brezhoneg a-douez holl dredeidi ar bloaz-mañ.