Buhez ar skolaj
EVIT KERENT AR 5VET KLAS Keloù a zo bet dre bellgomz gant Ninnog pa oa war ar vag. Tremen a ra mat pep tra. Ken ar c'hentañ keloù !
Buhez ar skolaj
Dilun ha dimeurzh e oa strollad latinegourien ar c'hlasoù trede bleniet gant Katalin ha Mireille o foetañ bro war roudoù ar sevenadur roman. A Gemper da Bleheneg ha da Jublains goude. Setu un nebeud skeudennoù, kement ha reiñ un tañva,...
Buhez ar skolaj
Un hir a istor dija eo hini hor charreadegoù arrebeuri evit ar skolaj. Berr-ha-berr abaoe ma 'z eus eus hor skolaj e Kemper omp bet o kerc'hat dafar e skolaj an Tour d'Auvergne, en ospitalioù Laenneg Kemper hag ar Gazeg Wenn e Brest,...
Buhez ar skolaj
War-c'hed edod eus al labourioù da gregiñ. Loc'het eo. Abaoe dilun ez eus birvilh da vat war ar porzh da sevel tiez salioù-klas. E miz Gouere e oa bet didammet an ti raksavet kozh. An ti a welit war ar skeudenn eo hini ar skolaj ha...
Buhez ar skolaj
Evel bep bloaz e vo dalc'het gant Diwan un davarn e Gouel ar Filmoù e Douarnenez eus ar 17 betek ar 26 a viz Eost. A bouez eo evit arc'hantadur hor skolaj. Goulenn a reer digant an dud a youl vat mont e darempred gant Erwan Pianezza...
Buhez ar skolaj
A-raok en em guitaat o doa c'hoantaet ar bevareidi aozañ merenn-vihan o fardañ krampouezh hag o tegas gwastilli. Un doare plijus-kenañ da gimiadiñ diouzh o fenngelennerien. Plijadur a zo bet ha tremenet eo brav pep tra. Ur souezh pegement...