Dec'h hag hiziv ez eus bet livadeg war mogerioù ar bratell. Skolajidi an trede dindan renerezh arzel ampart Jeanne a zo bet o livañ daou benn hor pratell. Eus un tu SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU gant poltred ar skrivagner hag eus an tu all...
Tremenet ez eus hiziv skolajidi 'zo (ar re o doa dibabet) war Radio Kerne evit kinnig pep a levr. Ret e oa dezho sevel ur verradenn ha dreist-holl reiñ o soñj en un doare arguzennet war o levr. Gourc’hemennoù d’ar re 6ved o deus kemeret...
Ar bloaz-mañ c’hoazh emañ an daou glasad 5ved o vont war gaiak e-kerzh ar c’hentelioù DKS. ‘Ba Krec’h gwenn ‘oa ar c’hentelioù kaset da benn gant Nordine, Lionel hag Erwan. Gwechoù 'zo e veze kentelioù war an teknik, c’hoarioù, Kaiak...
Hiziv devezh ispisial evit hor pevareidi. Da 11e e oant azezet klet e sinema ar Glenmor e Karaez evit arvestiñ ouzh filmoùigoù berr savet gant skolajidi ha gant liseidi. Da heul e oa dav dibab ar film en doa plijet dezho ar muiañ....
Graet hon eus hiziv un emvod evit kaozeal eus ar pezh en deus lakaet anezho diaes e-barzh ar fichenn lenn. Graet o deus Jeanne hag Aziliz, merc’hed 6ved, ar blijadur deomp, da ginnig ur verradenn hag ur savboent barn eus al levr lennet...
E miz C'hwevrer ez eus bet lakaet e plas ur raktres evit broudañ ar skolajidi da lenn e brezhoneg. Erruet omp e fin miz Ebrel, m’hoc’h eus c’hoant da gemer perzh e rankoc'h lakaat ho anv a-raok dimeurzh a zeu. Aozet e vo un emvod gant...