Kroashent Diwan ar micherioù 2007
Komz diwar-benn ur vicher er c’hlas pe er gêr a zo un dra, met mont d’he dizoloiñ en ur staj pe c’hoazh amañ, en ur gomz gant an dud, a zo disheñvel a-grenn. An dud a vicher a zo bet souezhet meur a hini anezho gant goulennoù dik ha rik ar re yaouank.
Ur bazenn ouzhpenn eta war hent ar c’hlask dazont evit hor re yaouank. Darn o deus ur soñj resis hag a c’hell muzuliañ ar c’heit a chom d’ober ganto a-barzh tizhout ar pal, darn a vez entanet gant micher-mañ-micher, darn n’o deus ket kavet o c’hoant eno, darn c’hoazh a wel war beseurt tu ne fell ket dezho skeiñ. A bep seurt a zo…Merzomp e oa deuet en-dro an darn vrasañ eus tud a vicher warlene, pezh a zo sin vat, trugarez dezho, gant unanig bennak ouzhpenn, hag e chom hent d’ober da zigeriñ da strolladoù micher n’int ket bet gwelet c’hoazh. Goude Skolaj Diwan Jakez Riou e vo tro Skolaj Diwan ar Mor-Bihan da aozañ ar C’hroashent er bloaz a zeu. Salv ma teuio an emgav bloaziek-mañ da vezañ egin ur rouedad daremprederezh e brezhoneg etre tud a vicher ha danvez tud a vicher !